Etruria
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Etruria — a veze anvet Tyrrhenia peurliesañ er mammennoù gresianek ha latin — eo anv ar vro ma oa an Etrusked o chom en Henamzer. Ur vro e-kreiz Italia a vremañ eo, en tolead a c'holoe ul lodenn eus Toskana, Latium, Emilia-Romagna hag Ombria a vremañ.
Er vro-se, en Hanternoz Roma, e veve, etre an VIIvet hag ar Iañ kantved a-raok Jezuz-Krist, ur bobl anvet Tuscii pe Etrusked gant ur yezh ha kustumoù disheñvel diouzh re hec'h amezeien. Setu perak e voe kredet gant kalz e oa deuet an dud en ur bagad, o tegas ganto yezh ha kustumoù. Pa seller a dost, koulskoude, e weler n'eus koulz lavaret hini eus ar c'hustumoù-se na gaver e bar tro-war-dro da Etruria. An etruskeg ivez a c'hell bezañ bet unan eus ar yezhoù komzet en Italia a-raok ma teuas al latin ha yezhoù indezeuropek all kar dezhañ. Berr-ha-berr : pobl an Etrusked, evel kalz a bobloù all, a oa marteze en em furmet tamm-ha-tamm, ha n'eus ket ezhomm ijinañ un divroadeg.
An Etrusked a anaveze mat ar mor. O listri a yae dre-holl er Mor Kreizdouar. Marc'hadourien e oant (laeron-vor ivez), ha traoù a bep seurt a gaver en o bezioù, degaset ganto da heul o beajoù. Gwerzhañ a raent metaloù boutin a gavent en o bro. Se oa dreist-holl etre an VIIIvet kantved kt JK hag ar VIvet kantved kt JK. Diwezhatoc'h e kreskas galloud Bro-C'hres ha Kartada war ar morioù, hag an Etrusked a gollas o finvidigezh hag o nerzh, hag a voe lonket gant ar HenromaRomaned goude bezan bet pell er c'hreisteiz, betek Kampania, ha pell ivez er biz betek traoñienn ar Po ha Mor Adria.
[kemmañ] Taolenn keodedoù Etruria en Etruskeg, e Latin, hag en Italianeg
|
|
[kemmañ] Levrlennadur
- Bonfante, G., L. Bonfante, The Etruscan Language. An Introduction, Manchester University Press, 2002
- Dennis, George, George Dennis (explorer), The Cities and Cemetaries of Etruria, 1848, John Murray, London. Gallout a reer pourchas al levr-se war lec'hienn-mañ.