Tiber
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
- "Tiber" a adkas amañ. Evit implijoù all, gwelet Tiber (digejañ).
An eil impalaer roman eo bet Tiber (Tiberius Claudius Nero) war-lerc'h Aogust e leztad hag adtad. Ganet e - 42 e Roma ha marvet e 37 e Misen (Kampania - Bro-Naplez) e renas an impalaeriezh gant furnez ken e chomas e peoc'h evel en a-raok.
[kemmañ] A-raok mont da impalaer
Mab e oa Tiber da Tiberius Claudius Nero ha da Livia. Dimeziñ ar eas Aogust gant Livia e - 38 hag e renas Tiber ha e vreur Drusus buhez an dudjentil a renk uhel e servij ar riez roman. Koñsul e 29 kt JK- 29 e yeas da brokoñsul da-c'houde, da lavaret eo gouarnour proviñs. Pa oa gouarnour en Azia minor e adlakaas e 20 kt JK- 20 Tigran war e dron e Armenia.
Kadarnaat a reas gant harp e vreur Drusus tiriadoù roman war an harzoù kostez ar Roen hag an Danav. Pa varvas e - 12 an daou vab-bihan a oa da Aogust, hemañ a gemeras Tiber evel advab hag e c'houlennas an impalaer ma vo advabet gant Tiber, Germanicus, mab da Drusus. Rediet e oe Tiber dimeziñ gant Julia, merc'h Aogust.
[kemmañ] An impalaer fur ha pell
E 14 e yeas da impalaer Tiber, met ne brizie ket ar vuhez foran. Aon en doa ouzh an iriennoù ken e oe gwelloc'h dezhañ chom gant nebeud a dud en ul lec'h distro. Doganet e oa gant e wreg Julia ouzhpenn.
Koulskoude e talc'has Tiber da gempenn aozadur melestradurel an impalaeriezh ha da wellaat an arc'hanterezh hag ar justis. Deuet da vezañ paranoiek e klaskas bevañ pell diouzh al lez impalaerel ha e yeas da chom ur ur palez savet a-ratozh war Enez-Capri e-al aod Kampania. Ren a ree an impalaeriezh dre jubennouriezh Sejan, ur seurt ministr kentañ.
Muntreet e oa e 37 e Misen, porzh bras ar morlu roman e-kichen Naplez, lakaet da vezañ mouget hervez lod gant soudarded Makro, prefed ar pretordi.
[kemmañ] Gwelet ivez
An Impalaerien roman | ||
Tierniezh Jul-ha-Klaod | ||
En e raok : Aogust ( - 27 - 14) |
Tiber (14 - 37) |
War e lerc'h : Kaligula 37-41 |
Heuliad Henroma |