Delos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Delos (gresianeg: Δήλος) zo unan eus an inizi Kukladez er Mor Enezek. Bihanik eo, 3,5 km² dezhi hepken, ha didud abaoe pell zo. Dirak Reneia emañ (14 km², didud ivez) ha tost da v-Mykonos.
Ur greizenn genwerzhel ha relijiel a-bouez eo bet en henamzer, dreist-holl er VI-vet kantved a-raok JK.
Emañ an enez war listenn glad ar bed gant an UNESCO abaoe 1990.