See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Yezhoù muskogeek - Wikipedia

Yezhoù muskogeek

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Takad ar yezhoù muskogeek a-raok donedigezh Europiz eno
Takad ar yezhoù muskogeek a-raok donedigezh Europiz eno

Ur familh-yezhoù ar yezhoù muskogeek (saozneg: Muskogean, Muskhogean pe Muskogee), enni 6 yezh komzet e gevred ar Stadoù Unanet.

yezhoù daspegel int.

Taolenn

[kemmañ] Ar yezhoù

[kemmañ] Distagadur ha perzhioù yezhadurel

[kemmañ] Fonologiezh

eeun a-walc'h eo fonologiezh ar yezhoù muskogeek e-keñver hini meyur a yezh genidik all komzet en Amerika. Setu ar fonemennoù a c'helle bezañ implijet gant ar c'hent-vuskogeek: /p t tʃ k g K s h m n l w y/ hag ivez an diforc'h /ʃ/ ~ /s/ e yezhoù muskogeek ar c'hornôg. Diforc'het e vez ivez /p/ ~ /b/ gant meur a yezh er familh-mañ, un diforc'h ral a-walc'h e yezhoù genidik. Implijet e vez sonlivioù evit merkañ perzhioù yezhadurel.

[kemmañ] Anvioù-kadarn

Implijet e vez an taol-mouezh evit merkañ perzhioù yezhadurel an anvioù-kadarn. troadoù a vez implijet ivez evit ober an diforc'h etre an nominativel hag an oblikel, da lâret eo troadoù nann-nominativel. Ne vez ket merket dre ret nag an niver (unanader, nebeuder, liester) nag ar jener (gourel, benel...).

[kemmañ] Verboù

Implijet e vez ur sistem ablaut luziet-tre evit merkañ aspektoù ar verboù dreist-holl hag ivez, met nebeutoc'h, evit merkañ an amzerioù. Graet e vez "liveoù" ouzh an diforc'h-se.

Merket e vez ar c'hentañ hag an eil gourioù ha diverk eo an trede gourioù.

Merket e vez al liester pe dre ouzhpennañ kengerioù war ar verb pe dre impljout gwiriennoù verb ispisial:

Skouer (liester dre rakgerioù, Tchoktaweg)

ishimpa ish-impa 2 GOUR UNANDER.ANV-debriñ "debrez"

hashimpa hash-impa "debrit"

Skouer (gwriziennoù-verb enne an niverenn, mikasoukieg)

łiniik redek. UNANDER "redek (un den)"

palaak redek. NEBEUDER "redek (ouzhpenn un den)"

mataak redek. LIESTER "redek (meur a hini)"


[kemmañ] Liammoù diavaez

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -