Willy Brandt
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kañseller Alamagn eo bet Willy Brandt etre 1969 ha 1974. Ganet e voe d'an 18 a viz Kerzu 1913 e Lübeck (Alamagn). E 1930 ez eas da ezel eus an SPD (Sozialdemokratische Partei Deutschlands - Strollad sokial-demokrat Alamagn). E penn an SPD eo bet etre 1964 ha 1987. E 1971 e voe roet dezhañ Priz Nobel ar peoc'h. D'an 8 a viz Here 1992 ez eas da anaon en Unkel am Rhein, (Alamagn).