See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Unvez gwereañ - Wikipedia

Unvez gwereañ

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ: pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan , pe ober gant gerioù brezhonekoc'h.
Un unvez wereañ gathodek
Un unvez wereañ gathodek

Anvet e vez skramm pe unvez gwereañ trobarzhell gwereañ an urzhiataer. Daou rizh unvez gwereañ a zo :

  • Unvezioù gwereañ skrammoù katodek enne (CRT - Cathod Ray Tube). Diamzeret e teuont da vezañ tamm ha tamm. Ec'honek ha pounner int hag ouzhpenn e vez dispignet kalz tredan gante.
  • Unvezioù gwereañ skrammoù strinkenoù liñvel pe skrammoù kompez enne. Aveet e vez an urzhiataerioù hedoug gante pe c'hoazh an ameilerioù hiniennel (PDA), al luc'heilerezioù arnevez, ar luc'hskeudennerezioù niverel hag muioc'h mui a urzhiataerioù burev.

[kemmañ] Aroueziadurioù kalvezel

  • An despizadur : niver poentoù e c'hell ur skramm gwereañ eo. Pikseloù e vez graet eus ar poentoù-se. Gavaelet e vez an despizadur etre 640 x 680 piksel (640 piksel evit an uhelder, 680 piksel evit al ledander) ha 2048 x 1536 piksel.
Prenestr kefluniañ ar gwereañ evit skramm strinkennoù liñvel un urzhiataer hezoug
Prenestr kefluniañ ar gwereañ evit skramm strinkennoù liñvel un urzhiataer hezoug

Setu un daolenn a ro da anavezout gant peseurt despizadur aliet e c'heller kefluniañ ur gwereadur war ur skramm hervez e vent (sellit a-is). Da c'houzout eo e c'heller kefluniañ gwereadur ur skramm gant meur a zespizadur hervez e c'hallusterioù kalvezel da lavaret eo e c'heller kefluniañ un daspizadur izeloc'h eget an hini aliet pe vrasoc'h o c'houzout ma ne vefe ket tu neuze gwereañ kement a livioù (SVGA da skouer e Modoù kevregañ :


Treuzvegenn (e meutadoù) Despizadur (e pikseloù)
15" 800 x 600
17" 1024 x 768
19" 1280 x 1024
19" 16/10vet 1440 x 900
21" 1600 x 1200

  • Ar ment : o vuzuliañ treuzvegenn ar skramm eo e vez anavezet e vent. Dewerzhet e vez e meutadoù.

Setu mentoù skouer ar skrammoù :

> 14 meutad (eleze 36 cm war-vete),

> 15 meutad (eleze 38 cm war-vete),

> 17 meutad (eleze 43 cm war-vete),

> 19 meutad (eleze 48 cm war-vete),

> 21 meutad (eleze 53 cm war-vete).

  • Ar skar maskl ("dot pitch") : esaouder etre div dreluc'huzenn eo. Seul vihan eo-he seul resisoc'h eo ar gwereañ. Gallout a reer kuzuliañ ur skar maskl a 0,25 mm evit ur skramm ; ur skar maskl brasoc'h eget ar werzhad-se e vez roet ur gwereañ fall gante e-keñver pezh a c'hellomp gortoz ouzh ar skrammoù arnevez.
  • An diarunusted : niver a bikseloù dre werzh c'horread eo, dewerzhet e pikseloù dre meutad linnenek (e "Dot per inch" e saozneg - DPI). Da skouer un diarunusted a 200 DPI a dalvez kement a 200 piksel a-zremm dre 200 piksel a-zerc'h war ur meutad karrez ; pezh a ra 40000 piksel war ur meutad karrez.
  • Un unvez gwereañ a zo bet ergrafet d'arverañ ur mod kevregañ eleze eo en araez da wereañ munudoù ur skeudenn hervez an despizadur ha niver al livioù e c'hell ober gante. Skoueriegezhioù eo ar modoù kevregañ evel da skouer VGA, SVGA, UXGA, QXGA ....

[kemmañ] Reoladoù espern ar gremm hag ar skinad

Revoud a ra ur bern reoladoù evit an unvezioù gwereañ a-benn espern ar gremm dispignet gante (rediañ ar genderc'herien da vevennañ beveziñ tredan o ardivinkoù) hag a-benn bevennañ ar skinad ganet gante (dreist-holl evit ar skrammoù kathodek).

Ur reolad anvet MPR1 a oa bet danzeet e dibenn ar bloavezhioù 80 gant ur bennadurezh eus Sveden. Deut e oa da vezañ ar reolad MPR2 e 1990 ha anavazet ent etrebroadel abaoe (muzuliañ an ec'hodadurioù skinad eus an ardivinkoù a vez oc'h oc'hodiñ gwagennoù tredansavel).

Ar skoueriegezh TCO a oa bet danzeet gant ar Swedish Confederation of Professional Employeers e 1992. Ganti e veze didermenet al live ec'hodiñ skinad uc'hek e c'hellfe an trevnad mont en e vetek (gant ar reoladoù MPR e veze savelet kentoc'h al live surentez izek).

Daskemmet e oa bet ar reolad TCO e 1992 e 1995 hag e 1999 da zanzen ar reoladoù TCO92, TCO95 ha TCO99.

Gant ur bodad kenderc'herien aveadoù stlennegel (VESA - Video Electronics Standards Association) e oa bet danzeet ar reolad DPMS (Display Power Management Signalling). Gant ar reolad-se e vez savelet pevar live arc'hwel evit an ardivinkoù a heuilh anezhañ :

  • En arwaz,
  • War c'hed ("standby") o veveziñ leioc'h eget 25W,
  • En astal o veveziñ leioc'h eget 8W. Er mod-se e vez lazhet kavn ar gorzenn gathodek,
  • En arsav.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -