Timbroù Tasmania
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar suañ enezenn en Emisferenn ar Su eo Tasmania, lec’hiet e gevred kevandir Aostralia. Trevadennet eo gant ar Rouantelezh Unanet e 1803 evit en em zizober eus an dud kondaonet gant ar justis saoz. Unan eus stadoù « Commonwealth of Australia » (Kenglad Aostralia) eo bremañ.
Etre 1853 ha 1912 ez eus embannet timbroù e Tasmania en e anv.
N’eo ket Tasmania avat a lenner war ar daou rummad kentañ (e 1853 hag e 1858) met “VAN DIEMENS LAND”, da lavaret eo anv kentañ ar vro bet roet dezhi gant an dizoloer Abel Tasman en enor da Anthony van Diemen, gouarnour-meur Kompagnunezh nederlandat Indez ar Reter e-pad ar XVIIvet kantved.
Lesanvet eo « Courier » ar rummad kentañ rak savet eo bet gant embanner kazetenn ar vro.
Ar rummadoù kentañ a ziskouez poltred ar Rouanez Viktoria, ha ma vefe en ur geñver pe a-skerb, e-kreiz kadrennoù disheñvel.
E 1883 ez implijer pevar zimbr kemedel gant ar meneg “Stamp Duty Tasmania”, warno tresadenn ur beghouad.
Ar rummad diwezhañ zo gouestlet d'al lec’hioù bravañ war an enezenn moarvat : al lenn Marion, menez Wellington, kêr Hobard, bolzenn Tasman, porzh-mor Davey, lamm-dour Russel, menez Gould ha lenn St Clair, lamm-dour Dilston.
Daou timbr soulgarget “1 ½ d.” ha ONE PENNY a vo moulet e 1905 ha 1912.
E 1901 en deus emezelet Tasmania da gKenglad Aostralia, Stad dizalc’h savet gant unvaniezh c’hwec’h proviñs, hag adalek 1913 eo timbroù Aostralia a zo implijet.
[kemmañ] Liamm (e saozneg)
The Royal Philatelic Society London : http://www.rpsl.org.uk/tasmania/index.html