Su Populu Sardu
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Su Populu Sardu (SPS) ("Pobl Sardigna") pe Muvimentu su Populu Sardu (MPS) ("Luskad Pobl Sardigna) a zo ur strollad broadelour, marksour-leninour hag enep-trevadennour bet krouet e Sardigna e 1972. Stourm a rae evit dishualded ar vro gant ar sardeg evel yezh ofisiel nemeti eno.
Ur strollad bihan an hini e oa, daoust ha ma oa bet kensinet Karta Brest gantañ.
Su Populu Sardu Muvimentu kontr’a su Colonialismu (SPS) ("Pobl Sardigna, Luskad a-enep d'an Drevadennerezh") a oa bet krouet gant studerion/ezed, bugale Sarded divroet e Roma hag a anaveze mat tu-kleiz pellañ Italia ar bloavezhioù 1960. Ur wezh distroet da Sardigna ec'h ejont e darempred gant stourmerion/ezed a-gent a-benn sevel ur strollad evit ren stourm didrevadenniñ Sardigna, hag adsevel identelezh, sevenadur ha yezh Sardigna.
Klask a reas Su Populu Sardu has da benn ur strategiezh hollek evit unaniñ meur a aozadur sokial a-benn tizhout an emrenerezh. Mont a rejont e darempred gant disrannourion Strollad Ober Sardigna (PSA, Partito Sardo d'Azione - Partidu Sardu) a-benn unaniñ labourerion/ezed ar c'hêrioù, an divroidi en Italia SPS hag al labourerion-douar a-benn krouiñ ur "bloc'had sokial enep-trevadennour".
E 1978 e oa bet dastumet 15,000 sinadur gante evit goulenn groñs ma vefe lakaet da yezh kenofisiel ar sardeg.
Nebeudig war-lerc'h ec'h eas ar strollad da get ha meur a ezel a deuas da vezañ izili eus Partidu Sardu.