Strollad Komunour Dispac'hel (Brazil)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Izili hag ez-izili
|
Ar Strollad Komunour Dispac'hel (e portugaleg: Partido Comunista Revolucionário: PCR) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour krouet e Brazil e 1966 da heul div disrann e diabarzh Strollad Komunour Brazil, lakaet da ofisiel an troc'h pa oa bet embannet gantañ A Carta de 12 Pontos aos Comunistas Revolucionários ("Lizher 12 Poent evit ar Gomunourion Dispac'hourion") (miz Mae 1966).
Sevel a ra a-du gant linenn bolitikel Enver Hoxha ha Strollad Labour Albania hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Unaniezh & Stourm).
N'emañ ket enskrivet war restr ofisel ar Strolladoù ha kaset e vez gantañ ur strourm armet dre guzh dre ma sav a-du gant Brezel Hirbad ar Bobl, dreist-holl e biz ar vro.
E miz Kerzu 1969 e oa bet harzhet ha betek lazhet meur a bennad eus ar Strollad gant ar Gouarnamant.
Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn A Verdade ("Ar Wirionez").