See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Enver Hoxha - Wikipedia

Enver Hoxha

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Enver Hoxha
Enver Hoxha

Enver Hoxha [ɛnˈvɛɾ ˈhodʒa] (16 Here 1908 - 11 Ebrel 1985) a renas war Albania abaoe fin an Eil Brezel Bed betek deiz e varv e 1985 gant ar c'harg Kentañ Sekretour Strollad Labour Albania. Kentañ Ministr ar vro e oa bet ivez etre 1944 ha 1954, ha Ministr an Aferioù Diavaez etre 1946 ha 1953. Daoust ha ma vane didroc'het Albania diouzh peurrest ar bed, dindan beli Hoxha hag a-drugarez d'ar varksouriezh-leninouriezh lakaet e pleustr eno, e teuas ar vro diorroet e-keñver live ar c'hreanterezh pa oa bet ur vro damc'hladdac'hel anezhi a-raok.

Ganet e oa bet Enver Hoxha e Gjirokastër e kreisteiz Albania. Levezonet bras e oa bet gant e eontr Hyen Hoxha, sokialour anezhañ, hag a stourmas evit frankiz Albania hag ivez a-enep d'ar gouranamantoù mac'homer a renas war ar vro goude ma teuas da vezañ dishual, dreist-holl goude ma voe bet disklêriet Zog Roue Albania e 1928.

E 1930 e kuitaas ar vro evit mont da studiañ e Skol-Veur Montpelhier. Etre 1934 ha 1936 e labouras da sekretour e Konsulad Albania e Belgia keit ha ma studie Gwir e Skol-Veur Brusel. Distreiñ da Albania a reas e 1936 ha kregiñ a reas gant e labour kelenner e Korçë.

Skarzhet e oa bet diouzh e bost kelenner e 1939 goude ma oa bet aloubet ar vro gant Italia rak nac'hañ a reas emezelañ Strollad Faskour Albania. Skoazellet e oa bet gant Komunourion Yougoslavia a-benn sevel Strollad Komunour Albania (anvet war-lerc'h Strollad Labour Albania) e 1941 hag ivez al luskad resistañs (a zeuas da vezañ Arme ar Frankiz Broadel) e 1944, gant Enver Hoxha en o fenn.

Goude bezañ bet dilennet gant 93% eus ar votoù e 1945 e krogas an Talbenn Demokratel gant al labour evit lakaat ur sistem dispac'hel e plas a-benn sevel ur gwir stad sokialour.

Ur marksour-leninour rik e oa Enver Hoxha hag a douje da dezennoù Jozef Stalin. Pa troc'has Republik Kevreadel ar Yougoslavia al liammoù gant an Unaniezh Soviedel e 1948 e eas Enver Hoxha da heul o troc'hañ an holl liammoù etre Albania ha Yougoslavia, en ur lâret ne oa ket Yugoslavia ur vro sokialour anezhi.

Kemer a reas gouarnamant sokialour Albania, Hoxha en e benn, an douaroù digant ar berc'herion-douar binvidik evit o c'henstrollañ. A-drugarez d'ar politikerezh-se e teuas Albania a-benn da vezañ emren e-keñver boued. Gantañ ivez e oa bet diorroet ar c'hreanterezh ha kaset an tredan d'an holl lec'hioù diwar ar maez. Evit achuiñ e oa bet skarzhet an holl gleñvedoù-red hag e voe desket d'an holl lenn ha skrivañ.

Kenderc'hel a reas Hoxha da difenn tezennoù marksour-leninour hervez Stalin pa deuas Nikita C'hrouchtchof da gemer e blas en ur nac'hañ tezennoù Stalin. Didroc'het e oa neuze Albania diouzh ar peurrest eus ar stadoù sokialour a soutene an Unaniezh Soviedel. E-kerzh an dizemglev etre an Unaniezh Soviedel ha Sina e savas Albania a-du gant Sina e 1960, hag e troc'has an holl liammoù gant an Unaniezh Soviedel ez-ofisiel bloaz war-lerc'h. E 1968 e tivizas Albania derc'hel Emglev Varsovia pa oa bet aloubet Tchekoslovakia e 1968 gant and Unaniezh Soviedel.

E 1967, goude ugent vloaz bennaket o stourm a-enep d'ar relijionoù e c'hellas Enver Hoxha disklêriañ ez-ofisiel e oa deuet Albania da vezañ ar vro didoue kentañ er bed. Levezonet gant an Dispac'h Sevenadurel e Sina, e krogas da dapout lec'hioù relijiel a-bep seurt evit o adimplijout e servij an holl, da skwer meur a iliz hag a voskeenn a voe adimplijet da sinema pe da labouradeg.

Pa varvas Mao 1976 e didroc'has Enver Hoxha al liammoù etre Sina hag Albania o lâret ne oa ket sokialour ken ar vro-se. Goude an dizemglev-se ne vane nemet Albania evel stad a soutene c'hoazh en un doare ofisiel tezennoù ar varksouriezh-leninouriezh rik.

Aet koshig a-walc'h ez eas Hoxha war e leve mui-pe-vui en ul leuskel Ramiz Alia e karg eus ar vro. Goude marv Hoxha d'an 11 a viz Ebrel 1985 e krogas gouarnamant Albania da leuskel tamm-ha-tamm war-lerc'h diazezennoù ar varksouriezh-leninouriezh ha lakaat e oa fin d'ar sistem unstrolladel e 1990.

[kemmañ] Gwelet ivez:

[kemmañ] Liammoù diavaez


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -