Sonerezh klasel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Sonerezh gouiziek Europa kompozet betek an 20vet c'hantved eo dre vras sonerezh klasel. Enebet e vez a-wechou, da skouer, ar stumm "barok" ha "klasel" pe "klaselezh" ha "modernelezh" en arzhoù all. Met evit ar sonerezh, galvet e vez sonerezh klasel an holl stummoù (eus an hini barok betek an hini modern).
Koulskoude, galvet e vez sonerezh klasel:
- sonerezh skrivet gant ur c'homponzer (ur sonoazer) a heul reolennoù akademikel,
- sonerezh c'hoariet gant sonerion,
- sonerezh en deus klevet gant selaouerion.
Forc'het e vez gant an termenadur-mañ sonerezh troadet (evel ar Jazz e-lec'h ma n'eus ket reolennoù anezhañ), sonerezh disanv pe sonerezh ar strolladoù (e-lec'h e vez kuzhet anv ar c'hompozer) ha sonerezh filmoù...
Rik-ha-rik e vez galvet sonerezh klasel, sonerezh kompozet eus 1750 da 1820. Gant an termenadur-mañ ez eus sonaozourien brudet evel Haydn, Mozart pe Beethoven.
7 rummad bras ez eus :
- sonerezh an amzer grenn,
- sonerezh an adc'hanedigezh,
- sonerezh barok,
- sonerezh klasel (klaselezh),
- sonerezh romantel (romantelezh),
- sonerezh modern (modernelezh),
- sonerezh a-vremañ.
Sonerezh klasel ez eus ivez er broioù arabek pe indek.