Serval
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
L. serval
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Riezad : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Leptailurus | ||||
Anv skiantel | |||||
Leptailurus serval Schreber, 1776 |
|||||
|
Ar serval a zo ur c'hazh Afrika krenn e vent. Muzuliañ a ra 85 cm gant ul lost a 40 cm; Un aneval moan eo gant karioù hir hag ul lost berr a-walc'h. Hirgelc'hiek ha tost an eil ouzh an eben eo e zivskouarn. Liv e vlevad a zo variañt. Bej eo ar peurliesañ gant saotroù du bras a-walc'h. Un nebeut pennoù o-deus saotroù kalz bihanoc'h hag un nebeut arall a zo du penn-da benn. Un nebeut servaled wenn a zo ganet en erreoù.
Boutin a-walc'h eo ar serval en Afrika. Aet da get ez int, avat, er C'hap hag en avar eo e Afrika an Norzh. Ar savanenn eo e annez bennañ, zoken ma kaver ar pennoù du er menezioù. Ezhomm en-deus eus dour en e dachenn ha ne c'hell ket bevañ er c'helc'hiadoù re sec'h.
Hemolc'h a ra skrignerien, gedon, hyraksed, evned hag antiloped vihan. Argaset ez int, wechoù'zo, gant ar panterennoù ha hemolc'het e vez evit e greoñ.
Ar barezed a c'hen etre unan ha pemp kazhig a vezont o tesevel en ul lec'h kuzh evel un douarenn zilezet. N'eo ket ar serval un aneva-ti met e zoñvaat a c'heller.Muioc'h oberiant ha speredek evit ur c'hazh eo neuze hag ul liamm kreñv o-deus gant e berc'henner. En em c'houennañ gant ar c'hizhier-ti a c'hell hag an hironed a zo e orin ar c'hazh-savanenn. E barañ a reer ivez gant ar c'harakal.
[kemmañ] Ispesadoù
- Leptailurus serval serval, Proviñs ar C'hap
- Leptailurus serval beirae, Mozambik
- Leptailurus serval brachyura,Afrika ar c'hornôg, Sahel, Etiopia
- Leptailurus serval constantina, Aljeria (en arvar)
- Leptailurus serval hamiltoni,Transvaal ar reter
- Leptailurus serval hindeio, Tanzania
- Leptailurus serval ingridi, Namibia, Botswana ar Su, Zimbabwe
- Leptailurus serval kempi, Uganda
- Leptailurus serval kivuensis, Kongo
- Leptailurus serval liposticta,Angola an Norzh
- Leptailurus serval lonnbergi, Su Angola
- Leptailurus serval mababiensis, Hanternoz Botswana
- Leptailurus serval robertsi, Transvaal ar c'hornôg
- Leptailurus serval togoensis, Togo, Benin