Sebelinez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
M. zibellina
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Riezad : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Mustelidae | ||||
Iskerentiad : | Mustelinae | ||||
Genad : | Martes | ||||
Anv skiantel | |||||
Martes zibellina Linnaeus, 1758 |
|||||
|
Ar sebelinez (martes zibellina) a zo ur c'higdebrer bihan, kar d'ar mart, a vev e hanternoz Azia eus menezioù Oural betek Mongolia ha Japan. Gwechall e kaved anezhi e Rusia Europa e Skandinavia hag e Polonia ivez. Brudet eo evit he c'hreoñ a vez implijet evit ober kalz doareoù a zilhad evel, evit skouer ar shtreimel. A veur a liv e c'hell bezañ met an hini a brizier ar muiañ eo an hini du.
Preizherien-deiz ez eo ar sebelinezed. Gant o c'hwesha hag o c'hleved ez eont da hemolc'hiñ anevaled bihan. En natur e vezont gouez a-walc'h met posupl eo o doñvaat m'o c'hemerer yaouank. Da c'hoarius ha kurius ez eont neuze.
Kontrol d'ar marted arall ez eo ar sebelinezed anevaled douarel dreist holl. Hemolc'hiñ a reont tamiaed, gwiñvered, logod, evned bihan, ha pesked. Debriñ a c'hellont hugennoù ivez pa vez ral ar boued Pa vez fall an amzer e vezont alies o virout boued en o douarenn.