Seán Mac Diarmada
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Seán Mac Diarmada (ganet evel John McDermott hag anavezet ivez e saozneg evel Seán Mac Dermott) a zo bet ganet d'an 28 a viz C'hwevrer 1883 e kontelezh Leitrim ha tremenet d'an 12 a viz Mae 1916. Kemer a reas perzh en aozadur Emsavadeg Pask hag en darvoudoù da-heul. Kondaonet e voe d'ar marv goude-se.
Ganet eo bet d'an 28 a viz C’hwevrer 1883 e kontelezh Leitrim, e lec’h ma z’eo bet desket gant an Irish Christian Brothers. E 1908 ez eas da Zulenn e lec’h ma'z eas e darempred gant strolladoù stourm enep-saoz (ar Sinn Féin, an Irish Republican Brotherhood ha Conradh na Gaeilge). Dont a reas da vezañ ezel eus kuzul-uhel an IRB ha diwezhatoc’h e sekretour.
E 1910 e teuas da vezañ pennskrivagner ar gazetenn « Irish Freedom », ur gazetenn krouet gantañ, Blumer Hobson ha Denis MacCullough. Dilennet e voe e-giz unan eus pennoù an IRB. Evel se e kejas gant Thomas Clarke, dont a rejont da vezañ tost-kenañ an eil d'egile. Un tammig diwezhatoc’h e voe paket gant ar boliometi, ha ret vo dezhañ bale gant ur vazh.
E 1913, Mac Diarmada a labouras da genstagañ kevredigezh an Irish Volunteers ouzh an IRB. E 1915, harzet e voe gant ar Saozon abalamour d’ur brezegenn en doa graet a-enep ar Rouantelezh-Unanet. Dieubet e voe e miz Gwengolo ha kemer a reas perzh e-barzh aozadur emsav 1916.
E-pad Emsavadeg Pask, Mac Diarmada, abalamour ma oa ampechet, a chomas dreist-holl e-barzh an Ti-Post gant pennoù an emgann. Pa voe trec'h ar Saozon, e c'hellas chom kuzhet e-touez ar brizonidi, met ur soudard saoz e gavas. Kondaonet e voe d'ar marv ha lazhet d'an 12 a viz Mae 1916. Lee Wilson, an hini a anzavas Seán Mac Diarmada e-touez an emsaverien bac'het, a voe lazhet diwezhatoc'h war urzhioù Michael Collins.