Renée Bro-C'hall
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Renée Bro-C'hall, anavezet ivez evel Renata di Francia, a oa ganet e kastell Blois er bloavezh 1509 ha marvet e Montargis e 1575, a oa merc'h da Loeiz XII ha da Anna Breizh. C'hoar e oa eta da Klaoda Bro-C'hall o merc'h henañ. Dugez Chartres ha Montargis e oa anezhi ivez.
E 1527 e voe dimezet da Ercole II (1508 † 1559),dug Ferrara, Modena, ha Reggio, en Italia, a oa mab da Alfonse d'Este ha da Lucrezia Borgia.
Seblantout a reas treiñ war-du ar brotestantiezh, ma voe klasket afer outi gant an Iliz, ken e rankas embann e oa feal d'ar gatoligiezh.
[kemmañ] O bugale
Pevar bugel o doe:
-
- Alfons II d'Este (1533 † 1597), dug Ferrara, Modena ha Reggio
- Luigi d'Este (1538 † 1586), kardinal d’Este, eskob Ferrara, arc'heskob Auch, en Okitania,
- Anna d'Este (1631 † 1607), itron a v-Montargis, dimezet
- e Saint-Germain-en-Laye e 1548 da François de Guise (1519 † 1563)
- e Saint-Maur-des-Fossés e 1566 da Jacques de Savoie (1531 † 1585),
- Lucrezia Maria d'Este (1535 † 1598), dimezet e 1570 da Francesco Maria II della Rovere, dug Urbino (1548 † 1631)
- Eleonora (1537 † 1581).
Intanvezet e oa e 1559. Dre ma n'en em gleve ket gant he mab Alfonso II, dug Ferrara, e tistroas da Vontargis e 1560, e roas harp eno d'ar brotestanted, hag e varvas d'an 12 a viz Mezheven 1574.