Qop (lizherenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Naontekvet lizherenn meur a abjad semitek eo qop(h) (marmouz), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (ק) , siriek (ܩ) hag arabek (ق).
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm orin ouzh hini ur marmouz gant ul lost.
Distaget e veze (LFE) [kˁ] er penn-kentañ.Bremañ, avat, e vez distaget [q] en arabeg ha[k] en hebraeg unvan a-vremañ.
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek qoppa Ϙ, estruskek , latin Q .
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 100.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |