Planedenn (kelaouenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Planedenn a oa ur gazetenn lennegel savet en diskar-amzer 1979, diwar obererezh Skol-Vreizh hag Ar Falz.
Renet eo bet gant Per Honore[1], Paolig Kombod[2] ha Fañch Morvannou[3].
E-touez ar pennadoù e kaver pennadoù lennegel (Yann Gerven ha Frañsez Favereau), notennoù lec'hanvadurezh (gant Alberzh Deshayes), enklaskoù, embannadurioù skridoù kozh, pennadoù sokiologiezh (ul lodenn eus enklaskoù Mikael Madeg diwar-benn implij ar brezhoneg en tiegezhioù, da skouer) ha kement zo...