Piran
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tennañ a ra ar pennad-mañ da Sant Piran, paeron Kernev-Veur. Evit sterioù all, sellit ouzh Piran (digejañ). |
---|
Sant Piran, pe Peran, pe Perran, zo anv ur manac'h eus Enez Vreizh er VI-vet kantved, bet desket e manati Llanilltud Fawr e Kembre.
Taolenn |
[kemmañ] Marteze eus Iwerzhon
Tud zo a lavar e teue eus Iwerzhon, hag ez eo ar memes anv sant evel an iwerzhonad Ciarán eus Saighir. Arguzennoù zo:
- Iwerzhoniz arall zo bet tremenet dre Llanilltud.
- Klotañ a ra ar "p" predenek ha "c" gouezelek.
Met n'eus ket emglev etre an arbennigourion: ur chapel sant Piran zo bet e Kerdiz, ha kement-se a brouje e oa Kembread, hervez un istorour. Re all a wel ur sant Ciarán all
[kemmañ] Sant paeron
Sant paeron ar vengleuzerien eo Piran. Hini Kernev-Veur eo hiziv ivez, goude ma vez roet an titl-se da Sant Mikael ha sant Petroc kenkoulz all. D'ar 5 a viz Meurzh e vez goueliet ar sant, un devezh a bouez e Kernev-Veur, ha bannieloù sant Piran, ar banniel broadel, a vez gwelet a-leizh er vro en deiz-se.
[kemmañ] Anvioù-lec'hioù
E anv a gaver
- e Porthpyran en Kernev-Veur, e saozneg Perranporth
- e Perranzabulo ur gêriadennig eus , ma voe savet e vanati, Lanpiran, gantañ, a-hervez,
- e parrez Sant-Peran en Il-ha-Gwilun.
[kemmañ] Banniel Sant Piran
Banniel sant Piran eo anv ar banniel broadel, gant kroaz sant Piran warnañ, ur groaz wenn e-kreiz ur banniel du, damheénvel ouzh banniel Breizh kozh, a oa gwenn gant ur groaz du..
[kemmañ] Mojennoù
Meur a vojenn a vez kontet diwar-benn ar sant.
- Hervez homañ e varvas Piran pa gouezhas en ur puñs goude ur c'horfad, ken mezv e oa. Ma vez lavaret hiziv c'hoazh: "ken mezv evel ur Piraner". Tud zo a garfe ober anezhañ sant paeron al lonkerien ivez.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Early British Kingdoms: St. Piran, Abbot of Lanpiran
- St. Piran: Keeping the Faith
- St Piran's holiday
- St. Piran's events
- St. Piran's celebrations
- St. Piran's Day in Truro
- The Cornish Gorseth
- St. Piran's Oratory - Morley B Collins, 1910
- St Piran Trust website
Rannbarzhoù: Pennwydh | Kerrier | Karrek | Karadon | Kernow Gledh Pastelloù-bro: Rostorrmoel Aozadur unvan: Inizi Sillan
Kêrioù pennañ: Bosvenegh | Porth Bud | Kammbronn | Aberfal | Heyl | Hellys | Lannstefan | Lyskerrys | Tewynn Pleustri | Pennsans | Rysrudh | Essa | Sen Ostell | Porth Ia | Truru | Ponsrys
Temoù: Istor | Sant Piran | Sevenadur | Kerneveureg | Kêrioù Kerne-Veur gevellet gant Breizh | Kan broadel | Broadelouriezh | Tud | An holl bennadoù