Parti des Travailleurs
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Parti des Travailleurs(Strollad al Labourerien) | |
---|---|
Anv ofisiel ar strollad | Parti des Travailleurs (PT) |
Sekretour broadel | Daniel Gluckstein |
Krouidigezh | 1991 |
Sez e Breizh | ∅ |
Ar strollad e Breizh | |
Aozadur rannvroel | ∅ |
Lec'hiennoù internet | PT Sant-Malo |
{{{option-3}}} | {{{valeur-3}}} |
{{{option-4}}} | {{{valeur-4}}} |
{{{option-5}}} | {{{valeur-5}}} |
{{{option-6}}} | {{{valeur-6}}} |
Ideologiezh | Trotskouriezh, Broadelouriezh c'hall |
Kenvreuriadur european | {{{european}}} |
Kenvreuriadur etrevroadel | Emglev etrevroadel al labourerien hag ar pobloù |
Livioù* | ruz, du |
Lec'hienn internet | www.parti-des-travailleurs.org |
gwelet ivez Politikerezh Breizh |
Pa darzhas ar IVe Etrebroadel e 1953 e teuas Pierre Lambert da vezañ rener ur gostezenn eus an drotskouriezh, anvet ar PCI.
E 1984 e lakaas envel ar strollad Mouvement pour un parti des travailleurs(MPPT). E 1988 en em ginnigas Pierre Lambert da vout dilennet prezidant ar Republik C'hall, ha tapout a reas 0,38 % eus ar mouezhioù. Adanvet e voe ar strollad Strollad al Labourerien (Parti des travailleurs) e 1992. Ne vije ket trotskourien ken tud ar strollad a-hervez. Daniel Gluckstein an hini en deus kemeret penn ar strollad war-lerc'h Pierre Lambert.
Emañ ar PT o stourm evit "ma vo anavezet stourm ar renkadoù, evit difenn al likted er skol hag er Stad dre vras, evit ma chom dizalc'h ar sindikadoù diouzh ar strolladoù politikel, hag evit reiñ un dermen d'an ensavadurioù nann-demokratel ar Vvet Republik". Ar c'hoant mirout unded ar Stad-C'hall a gas ar PT da vont a-enep kement lezenn a rofe muioc'h a c'halloud d'ar rannvroioù, rak hervezañ e vefe torr kevatalded ar geodedourien kenetrezo. Hervez ar PT e tle ar Stad hag ar c'humunioù reiñ arc'hant da skolioù an Deskadurezh Stad hepken, ha derc'hel servijoù foran kreñv, ha paouez a skoazellañ an embregerezhioù hag ar skolioù prevez. Goulenn a ra ma vo echu al lezennoù ispisial a vez doujet oute en Elzas c'hoazh pa 'z eus kaoz eus relijion.
Alexandre Hébert, eus Liger-Atlantel, a zo unan ag o fennoù. Darempredoù stank en deus bet gant Joël Bonnemaison ha Jean-Marie Le Pen eus ar Front national gall. Skoazellañ a reas paotr an RPR, Michel Chauty, a-enep ar sokialour Alain Chénard en dilennadegoù-kêr en Naoned, ha Jacques Chirac e 1995[1].
[kemmañ] Brezhoneg
N'eo ket bet bet gwelet ar strollad oc'h enebiñ ouzh ar brezhoneg war-eeun, met aliesoc'h dre e aozadurioù kar, FO ha Libre Pensée.
[kemmañ] Liammoù
- Unan eus renerien lec'hel ar PT a-enep klasoù divyezhek: [[2]] ;
- Diskleriadur diwar-benn labour FO hag ar PT a-enep Diwan: [[3]] ;
- Contreculture.org diwar-benn ar PT ;
- Lec'hienn kevrenn ar Mor Bihan ;
- Kemenn prosez graet gant ar PT ouzh Amsez Wask Breizh hag ouzh Damien Perrotin, ezel eus UDB : [4] .