See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Orestes (mitologiezh) - Wikipedia

Orestes (mitologiezh)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Morc'hed Orest, gant William-Adolphe Bouguereau
Morc'hed Orest, gant William-Adolphe Bouguereau

Orestes (Ὀρέστης / Oréstês e gregach) a oa mab Agamemnon ha Klitemnestra hervez mojennoù Hellaz kozh. Breur e oa eta da Ifigenia hag Elektra, hag ivez, hervez Sofokles, da Gristotemis.


[kemmañ] Mojenn

A-raok brezel Troia, hag eñ bugelig c'hoazh, e oa prometet da zimeziñ d'e geniterv Hermione. Pa zistroas e dad Agamemnon eus ar brezel e voe lazhet gant e wreg Klitemnestra hag he serc'heg Egistos. Sevel a reas aon d'e c'hoar Elektra e vije lazhet he breur yaouank ivez . E fiziout a reas neuze en o eontr Stofios, e Fokida Chom a reas Elektra e ti he mamm muntrerez atav o sevel klemmoù, pa n'he doa miret en he fenn nemet ar mennozh ma teufe Orestes evit veñjiñ o zad.
Pa teuas Orestes da veza~un den deuet ez eas da Delfos evit selaou ouzh diougan Apollon a roas ur urzh taer dezhañ  : Kerzh da lazhañ an daou o deus lazhet, adpren ar marv dre ar marv, skuilh ar gwad p'eo bet skuilhet ar gwad. Orestes ha Pilados, e genderv hag e vignon a distroas da di e dud e-lec'h ma adkavas Elektra a degemeras anezhañ gant levenez. Sevel a reont un irienn evit lazhañ an daou vuntrerien. Orestes ha Pilados a yeas d'ar palez hag e kasas ar c'heloù ma oa marvet Orestes. Met Klitemnestra a ouezas e oa e vab deuet evit he lazhañ. Klask a reas kendrec'hiñ Orestes ne c'helle ket lazhañ e vamm p'en doa dija lazhet Egistos. P'en doa lazhet e vamm, e embannas Orestes a-daol-trumm e oa taget gant maouezed du, dezho blev graet gant sarpantoù, an Erinnied, maouezed ar veñjiñ e oant, hag e tec'has kuit d'ur vro pell ac'han.
Diwar ali Apollon ez eas da Delfos evit bezañ dilammet eus pec'hed ar mammlazh gant an doueez Atena. Ma lavare Apollon e oa eñ atebeg al lazhadeg e kendalc'has an Erinnied sevel o c'hlemmoù. Nac'hañ a reas Orestes ne oa ket atebeg, met pa lavaras e oa bet didamallet eus ar muntr, ec'h embannas Atena e oa an hini kentañ eus e familh o anavezout e oberoù fall ken e talc'has da gendrec'hiñ an Erinnied hag ar re-se a yeas da vezañ an Eumenided, da lavaret eo an Hegaraded. Orestes a chomas en harlu, met mallozh tiernelezh an Atreidi a yeas da get.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -