See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Kaozeal:Orestes (mab Agamemnon) - Wikipedia

Kaozeal:Orestes (mab Agamemnon)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Da vezañ kendeuzet gant Orestes (mitologiezh), kalz klokoc'h. Benoni (Kaozeadenn) 11 Gen 2008 da 10:28 (UTC)

N'on ket a-du gant ar varnadenn-se, ha kement-se a lavaran evel krouer ha labourer war ar pennad, ha war an dachenn abaoe meur a vloaz.
a) klokoc'h eo ar pennad-mañ, n'eus nemet keñveriañ.
b) Labouret em eus war ar pennad evel ma oa: n'on ket bet o sevel ur "pennadoub", met prest on d'ober war-dro ar c'hendeuziñ.
c) anvet e oa bet ar pennad-mañ Orestes (mab Agamemnon) peogwir ez eus un toullad Orestesed all, hag ouzhpenn ur pennad all diwar-benn e c'hoar Elektra anvet Elektra (merc'h Agamemnon), gant krommellennoù a-walc'h a gredan, hag a garfen bezañ lezet d'echuiñ ivez, kuit a vrezelioù evel re warlene.

Hag ar pezh am eus graet er pennadoù-se zo labour holloueziadurel a-hed an neudenn. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 11:05 (UTC)

N'am eus ket lavaret ne oa ket labour holloueziadurel. N'az peus nemet ober war dro ar c'hendeuziñ. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 11 Gen 2008 da 11:21 (UTC)
A-du - ne vern gant pe bennad e vez kenteuzet. Kenteuzet e rankont bezañ o-daou an eil gant gile. Kals aesoc'h eo chom hep sevel pennadoù doubl a rakont bezañ kenteuzet mod pe vod dre sellet da gentañ hag-eñ eo bet savet dija ur pennad ma feller sevel marteze gant un titl disheñvel. Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 11:42 (UTC)
Setu un evezhiadenn da ober d'ar re a sav "pennadoudoub". Ha n'eo ket ret o c'hastizañ re greñv. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 14:17 (UTC)
M'emañ ar gaou gant unan bennak, eo ganit : [1]. D'an nebeutañ tout e vefe bet ret dit sevel un adkas... Benoni (Kaozeadenn) 11 Gen 2008 da 15:04 (UTC)

[kemmañ] Mea maxima culpa

N'ouzon ket perak e vezan troet a-wechoùigoù da ankouaat eo ganin emañ samm an holl bec'hedoù. Ganit ne vezan ket pell o kaout soñj en-dro. Mil bennozh Doue dit eta eus un evezhiadenn holloueziadurel, talvoudus atav, graet evel-just evit gounit amzer, lakaat levenez er c'halonoù, degas ur banne aer fresk ha plijadurus, ha tañva laezh teneridigezh Mab-Den, evel ma lavare Gwilherm Shakespeare ma n'on ket faziet. Sell! Ez an da glask pelec'h an diaoul en deus skrivet se. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 16:00 (UTC)

"Yet do I fear thy nature; It is too full o' the milk of human kindness." - (MacBeth, Act I, Scene V). Evel-just! Penn ankouaus ac'hanon. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 16:06 (UTC)
"Macbeth" kentoc'h, penn ankouaus ac'hanout +. Setu penaos e oa bet skrivet ar frazennig-se gant Shakespeare e-unan e 1623 war a seblant[2]: "Yet doe I feare thy Nature, It is too full o' th' Milke of humane kindnesse" Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 16:20 (UTC)
Ha ne vo ket serret ma c'hont pemzektez evit ur fazi ken spontus? Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 16:27 (UTC)
Nann ne vo ket peogwir n'eo ket bet klasket mont e-bioù da reolenn na da bennaenn ebet ganit evel ar wezhoù all ma oa bet ranket serriñ da gont. Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 16:31 (UTC)
Evel-just! Ar reolenn war ar gerioù alamanek, hag an hini war ar c'hrommelloù! Ankouaet ganin adarre! Bianchi-Bihan 12 Gen 2008 da 07:14 (UTC)


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -