Muzul
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar muzul (liester : muzulioù) a zo an niver a vez eztaolet dre jediñ ur c'hementad en ur gemer evel diazez ur c'hementad lakaet da unanenn. Muzuliet e vez traezennoù pe anadennoù ar fizik. Implijet e vez ar muzulioù evit meur a degouezh koulz er vuhez pemdeziek koulz ha war dachennoù aan arvesterezh skiantel. Da skouer pep tra, pep a den en deus ur mas a c'heller muzuliañ e kilogramm, unan eus muzulioù degemeret er SI. E touezh ar perzhioù fizikel e reer diehan ganto e c'heller menegiñ an hirded, an uhelded, ar skinoberiusted, an tolz, an tizh, ar gwrez, ar gwask, an trevell hag all.
Evit muzulioù fizikel'zo e vez fardet pe termenet ur patrom fetis evit an unanenn e reer stalon (pe skouer ivez) eus outañ. Gwechall stalon an hirded a veze miret e Burev etrebroadel ar pouezioù hag ar muzulioù e Sèvres dindan stumm ur varrenn e platin, met hiziv e vez termenet ar metr diwar hirded ur wagenn skinelektronek.
[kemmañ] Endalc'her lakaet da ostilh evit muzuliañ
Er-maez eus an dachenn skiantel ez eus muzulioù fetis, da lavaret eo an endalc'herien a implij a-gozh evit muzuliañ pep seurt a gementadoù evit oberiañsoù an Den : mentoù, liñvennoù, poultr, greun. Da skouer, muzul ar poezell, ur seurt pod a veze implijet evit muzuliañ kementadoù bihan ar greunioù a-raok Dispac'h Bro-C'hall a zo bet erlerc'hiet gant muzul an hektolitr. Kavet e vez e Kanada hiziv ur boezell dezhañ an tolzennad a 36,36 litrad.
[kemmañ] Gerioù deveret
- divuzul
- dreistmuzul
- muzuliad
- muzuliadur
- muzuliadus
- muzuliañ
- muzulier
- muzuliouriezh
- kevuzul