Morfologiezh amzibun
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Implijet e vez an termen morfologiezh amzibun (diwar ar saozneg: nonconcatenative morphology) war dachenn ar yezhoniezh evit komz eus doareoù deveradur (d.l.e sevel stummoù nevez diwar stummoù diazez) diazezet war kemmoù kaset da-benn e diabarzh ar gwriziennoù kentoc'h evit dre stagañ morfemoù (kengerioù) ouzh ar stumm diazez renk-ouzh-renk, da lâret eo kentoc'h evit dibunañ lostgerioù ha/pe rakgerioù an eil war lerc'h egile.
Implijet e evz alies ar volfologiezh amzibun gant ar yezhoù semitek, dreist-holl ar yezhoù arabek, en o zouez an arabeg hag ar malteg hag ivez, met nebeutoc'h, gant an amhareg, h.a.
Kavet e evz skouerioù eus ar vorfologiezh amzibun e yezhoù all estreget ar yezhoù semitek , avat hag e brezhoneg, da skouer, e c'heller sevel stumm al liester diwar stumm an unander dre stagañ ouzh e dibenn al lostgerioù "-(i)où", d.s.:
- "tad" → "tadoù"
E degouezhioù all avat e vez savet stumm al liester en un doare disheñvel dre gemmañ ar vogalennoù e diabarzh ar stumm unander diazez kentoc'h evit dibaunañ kengerioù, da skouer dre apofoniezh:
- "arar" → "erer"
Bez' e c'hell bezan implijet ar volfologiezh amzibun hag lostgerioù war un dro ivez:
- "bag" → "bigi"
[kemmañ] Doareoù morfologiezh amzibun
Meur a zoare morfologiezh amzibun ez eus, en o zouez:
- Ober a reer kemmadenn an diazez eus an doare morfologiezh amzibun ma vez deveret ur stumm diazez dre gemmañ ar wrizienn diazez hep rankout ouzhpennañ morfemoù all outi dre ret, d.s. e brezhoneg:
- "yar" → "yer"
- मर- (/mar-/; 'mervel') → मार- (/maːr-/; 'lazhañ')
- Ur c'hemm tonenn, da skouer e tchalkatongieg (chalcatongo) ur yezh mikstekek:
- /káʔba/ ('loustoni') → /káʔbá/ ('lous')
- Dre implijout treuzgerioù, da skouer e malteg diwar ur wrizienn deirc'hensonennel (pe pederc'hensonennel) e c'heller sevel meur a c'her resis gante ur ster heñvel dre kemmañ ar patromoù diabarzh ha dre implijout kengerioù a bep seurt (s.o. ouzh ar pennad "liester torr"):
- Gwrizienn K-T-B (o tennañ d'ar skrivañ)
- → "kitba" ('skrid')
- → "ktieb" ('levr')
- → "kotba" ('levrioù')
- → "ktibt" (skrivis')
- → "nikteb" ('skrivan')
- Dre doubladur, ma vez implijet div wezh renk-ouzh-renk un tamm eus ar wrizienn pe ar wrizienn en he fezh, da skouer e yakouteg e vez implijet an doubladur evit kreñvaat ster un anv-gwan:
- /k̠ɨhɨl/ ('ruz') → /k̠ɨp-k̠ɨhɨl/ ('ruz-kenañ')
- Dre diverkadur ma vez lamet elfennoù digant ar wrizienn, da skouer e mourleg ("murle") ur yezh sourmek:
- /oɳiːt/ ('kostezenn') → /oɳiː/ ('kostezennoù')