Mont-Tonnerre
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Mont-Tonnerre (Donnersberg en alamaneg) a oa unan eus an 13 departamant gall a voe savet gant ar Republik C'hall en Alamagn e 1798, pa voe staget lez kleiz ar stêr Roen ouzh Bro-C'hall.
Mainz e oa ar pennlec'h.
Taolenn |
[kemmañ] An anv
Dont a ra an anv eus troidigezh c'hallek anv menez uhelañ Rheinland-Pfalz, an Donnersberg.
[kemmañ] Savidigezh
A-raok aloubidigezh ar C'hallaoued edo an douaroù-se en eskopti Mainz evit lod, e Pfalz evit lod all.
[kemmañ] Arondisamantoù ha kantonioù=
- Mainz, kantonioù: Alzey, Bingen, Bechtheim, Ingelheim, Kirchheimbolanden, Mainz, Nieder-Olm, Oppenheim, Wöllstein ha Wörrstadt.
- Kaiserslautern, kantonioù: Göllheim, Kaiserslautern, Lauterecken, Obermoschel, Otterberg, Rockenhausen, Winnweiler ha Wolfstein.
- Speyer, kantonioù: Bad Dürkheim, Edenkoben, Frankenthal, Germersheim, Grünstadt, Mutterstadt, Neustadt (Weinstraße), Pfeddersheim, Speyer ha Worms.
- Zweibrücken (Deux-Ponts), kantonioù: Annweiler, Homburg, Hornbach, Landstuhl, Medelsheim, Pirmasens, Waldfischbach ha Zweibrücken.
[kemmañ] War-lerc'h
- War-lerc'h diskar Napoleon e 1814 e voe rannet douaroù an departamant etre Bavaria (Pfalz) ha Hesse (en-dro da gêr Mainz)
- Emañ an douaroù-se e-barzh Saarland ha Rheinland-Pfalz hiriv.