Mogeriad
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ur vogeriad a zo un hollad mogerioù uhel ha hir a-walc'h. Kavet e vezont peurvuiañ tro-dro d'ur savadur pe d'ur gêr. Gwechall, a-raok diorroadur ar ganolierezh er 18vet kantved, e veze difennet ar gêrioù en ur sevel ur sistem mogerioù a c'hellent bezañ hir-tre. Ar mogeriadoù brudetañ en istor a zo bet Moger Vras Sina, Mogeriad Mikenas, Mogeriad Roma hag Mogeriad Kergustentin.
[kemmañ] Istor ar mogeriadur
War-dro - 1300 kent Jezuz-Krist eo bet savet mogeriad Mikenas a zo bet lesanvet ar "mogeriad kiklopel" pa lavare ar vojenn e oant bet savet gant ar Gigloped, ramzed hantezoueed ar vitologiezh gresian.
E Egipt, e mare an Henamzer, eo bet savet ivez meur a vogeriad evit diwall ma ne yeas an dud e lec'hioù zo (palezioù, temploù) hep bezañ aotreet.
E Bro-C'hres koulz hag e Henroma ha e broioù ar Mor Kreizdouar eo bet savet mogeriadoù tro-dro d'ar gêrioù pennnañ.
Savet en deus an impalaerien Bro-Sina ur mogeriad, anvet Moger Vras Sina, an hini hirañ a zo bet, evit difenn Norzh Sina ouzh an aloubadegoù (savet a-frapadoù etre ar 7vet kantved kent Jezuz-Krist ha ar 7vet kantved goude Jezuz-Krist. Deskrivet en deus Kezar ur seurt mogeriad a save ar Galianed evit difenn o c'hêrioù, ar murus gallicus, graet gant prenn ha douar-barr.
[kemmañ] Mogeriadoù e Breizh
- Mogeriad Gwennrann
- Mogeriad Kemper