Mirdi Frans Hals
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
E kêr Haarlem, en Izelvroioù emañ ar Mirdi Frans Hals, anvet war-lerc'h al livour izelvroat Frans Hals, a veve er XVIIvet kantved. Lakaet eo bet ar mirdi en ospis ar re gozh, savet er c'hantved-se, a oa bet poltredet ar renerien anezhañ gant al livour en e amzer.
[kemmañ] Oberennoù
Ouzhpenn livadurioù Frans Hals e vez gwelet ivez oberennoù livourien all eus e amzer, ha dreist-holl:
- Jan Steen
- Pieter Saenredam
- Pieter Claesz
- Jacob van Ruisdael
Oberennoù arzel a-vremañ zo ivez war-ziskouez er mirdi.
[kemmañ] Lennadurezh
- Antoon Erftemeijer, Henriëtte Fuhri Snethlage, Neeltje Köhler : Le musée Frans Hals, Haarlem, éd. Ludion, 2003.