See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Mebyon Kernow - Wikipedia

Mebyon Kernow

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mebyon Kernow (Kerneveureg Mibien Kernev Veur) a zo ur strollad politikel eus Breizh-Veur hag a zo e bal pennañ aozañ ur gouarnamant emren e Kerne-Veur.

Krouet e voe ar strollad d'ar 6 a viz Geñver 1951 e Redruth. Prezidantez gentañ a voe dilennet a zo Helena Charles hec'h anv. Divizet e voe neuze e vefe e balioù :

  • Studiañ doareoù lec'hel hag arnodiñ da gompezañ ar re na vefent ket emsav evit Kerne-Veur.
  • Lakaat war-raok ar c'herneveureg hag e lennegezh
  • Broudañ studi an istor kerneveurat eus ur savboent kerneveurat
  • Labourat ma vo degemeret Kerne-Veur evel ur vro geltiek, e-touez ar c'hwec'h bro geltiek
  • Embann levrigoù, pennadoù ha lizherioù er c'hazetennoù da lakaat war-raok ar palioù-se
  • Aozañ arvestoù ha dudioù, ur blaz keltiek ganto, a c'hellfed lakaat ar palioù-se war-raok drezo
  • Kenlabourat gant an holl gevredigezhioù a fell dezho mirout sevenadur Kerne-Veur.

E miz gwengolo 1951 e terouas da c'houlenn ur statud emrenerezh evit Kerne-Veur e-barzh ur stad breizhveuriat kevreel. E sez kentañ e c'hounezas Mebyon Kernow e 1953 e kuzul-kêr Redruth-Camborne. E-pad ar bloavezhioù 50 ha 60 e chomas Mebyon Kerow ur bagad-pouezañ kentoc'h eget ur strollad politikel gwir, avat, hag e izili o-doa ar gwir da emezelañ d'ar strolladoù arall. E-pad ar bloavezhioù 70 hepken e yeas da vezañ un aozadur kenstag a grogas da ginnig danvez-kannidi d'al dilennadegoù lezennel.

Un ezel eus Emglev libr Europa ha liammoù tost gant an SNP ha ar Plaid Cymru eñ-deus. Kevreet gant ar Re C'hlas e oa en dilenadegoù 2005. Danvez-kannad ebet a ginnigas e pastell-vro Saint-Yves da skoazell ar Re C'hlas, tra m'e harpe ar re-mañ er pastelloù-bro kerneveurat arall.

Ar skrivagnerez Daphne du Maurier a oa bet ezel eus Mebyon Kernow. Andrew George, kannad ar strollad Frankizour-demokratel a berc'hennas dezhañ ivez met aet kuit eo pa yeas d'ur strollad politikel gwir.

[kemmañ] Dilennadegoù

Da vare dilennadegoù Europa 1979 eñ-deus gounezet ar strollad 5,9% eus ar mouezhioù met n'eo ket bet barrek da dizhout an dregantad-se adarre adalek-se.

Dilennadeg Mouezhioù Dregant
Dilennadeg Europa 1979 10,205 5.9
Dilennadeg lezennel 1983 1,151 1.2 2 zanvez-kannad
Dilennadeg Europa 1989 4,224 1.9
Dilennadeg Europa 1994 3,315 1.5
Dilennadeg lezennel 1997 1,906 0.8 4 danvez-kannad
Dilennadeg lezennel 2001 3,199 1.3 3 danvez-kannad
Dilennadeg lezennel 2005 3,552 1.7 4 danvez-kannad

Ar strollad eñ-deus 5 kuzuler-bann adalek 2004. Unan anezho, Loveday Jenkin, a zo aet d'un ezel eus gouarnamant ar bann e 2005.

[kemmañ] Liammoù diavaez

Lec'hienn ofisiel


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -