Louis Mountbatten
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Priñs Louis Battenberg, deuet da vout Lord Louis Mountbatten e 1917 ha Kont Mountbatten Birmania, bet ganet d'ar 25 a viz Mezheven 1900 e Frogmore House nepell diouzh kastell Windsor (Breizh-Veur), marvet d'ar 27 a viz Eost 1979 e Mullaghmore (Iwerzhon) , lazhet gant Lu Republikan Iwerzhon. Eontr ar Priñs Philip a Edimboro, hemañ pried Elisabeth II, rouanez Breizh-veur, e oe Louis Mountbatten, amiral, penn amiral morlu Breizh_Veur, besroue India ha penngouarnour Republik India goude he dizalc'hidigezh e 1947.