Llangrannog
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Llangrannog Ceredigion |
|
Llangrannog zo ur gêriadenn en arvor kornok Kembre, e Ceredigion. 771 a dud zo enni. 51% anezho a oar kembraeg (hervez niveridigezh 2001) hepken met an holl dud etre 15 ha 19 bloaz a c'hell ober gant ar yezh.
Emañ ar vourc'h en un draonienn strizh war vord ar stêr Hawen a furm ul lamm-dour e-kreiz ar gêriadenn. A-dreñv al lamm-dour-mañ emañ an darn goshañ , kêriadenn an iliz hec'h anv. Ne c'heller ket he gwelout adalek ar mor, ar pezh he-deus he diwallet diouzh ar vorlaerien e-pad ar Grennamzer. Suroc'h e oa bord ar mor goude an XIXvet kantved hag ur gêr nevez a voe savet e-kichen an draezhenn war un dro gant ur porzhig.
[kemmañ] Anv
Dont a ra an anv eus sant Crannog, pe Crantog, a vefe sant Karantog pe Karanteg, en deus roet e anv d'ur barrez a Vro-Leon.
[kemmañ] Aveiñ
Ur c'hamp a zo da Urdd Gobaith Cymru zo eno. Div davarn zo ivez Y Ship, hag ar Pentre Arms.