Langeais
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Langeais zo ur gêrig a Vro-C'hall, e Bro-Touraine, en departamant Indre-et-Loire, er rannvro Centre, war lez ar stêr Liger. E 1999 e oa 3 960 a dud o chom enni.
[kemmañ] Da welout eno
Eno e weler
- un iliz eus an XI-vet, XII-vet, ha XV-vet kantved,
- ar c'hastell, savet war-dro kreiz ar XV-vet kantved, gant Jean Bourr, ministr da Loeiz XI a Vro-C'hall, ar roue a voe eureujet e vab d'an dugez Anna Vreizh e 1491. Er park e-kichen ar c'hastell ez eus rivinoù eus an X-vet kantved, en amzer Foulk Nerra, kont Anjev.
- ur pont war al Liger eus 1849
Kavout a reer ur straed Anna Vreizh hag ul leti Anna Vreizh e kreiz-kêr.