See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Kronologiezh Henc'hres - Wikipedia

Kronologiezh Henc'hres

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Evel-se e ranner 10 kantved Istor Henc'hres :

Taolenn

[kemmañ] Marevezh mikenean

Eus 1600 betek 1100 kent J.K. emañ ar sevenadur mikenean en e bleuñv


[kemmañ] Marevezh teñval

Eus 1000 betek 800 kent J.K. emañ an amzerioù teñval
Kregiñ a ra ar prantad gant diwezh ar sevenadur mikenean hag an "aloubadegoù dorian", a-hervez, en XIvet kantved ha mont a ra betek krouidigezh ar c'hentañ keodedoù-stad c'hresian en IXvet kantved kent J.K. savidigezh barzhonegoù Homeros hag ar c'hentañ testennoù skrivet gant al lizherenneg c'hresian en VIIIvet kantved kent J.K..

War ar priajoù e weler tresoù mentoniel (linennoù, karrezioù, kelc'hioù)

[kemmañ] Marevezh arkaek

Eus 800 betek 500 kent J.K. emañ an amzer kozh
Delwennoù o mousc'hoarziñ ha gant un emzalc'h sonn a zo merk ar gizellerien gresian kozh.


-776 Deiziad hengounel ar c’hentañ C'hoarioù Olimpek eus an istor.
757 Kregiñ a ra kentañ brezel Messenia. Diazezet eo an istimadenn-se diwar-benn ar roll rouaned eus Sparta bet savet gant Diodoros Sikilia ha danevell ar brezel graet gant Paosanias)
757 Karg an Arc’honted a dremen eus ar vuhez-pad da zeg vloaz en Aten. Izilli eus an tiegezhioù pennañ a vez dilennet d’ar magistradur-se . C’harops eo an hini kentañ (deiziad jedet hervez Paosanias).
754 Polidoros a zeu da vezañ roue war Sparta. Deroù eus roll an efored eus Sparta
735 Perdikas a dec’h eus Argos betek Makedonia hag a aloub ar vro.
734 Polidoros a gas trevadennerien da Italia.
725 Brezel Lelantat etre Kalkis hag Eretria. Kevredet eo kalz keodedoù gresian gant an eil pe egile.
719 Muntret eo Polidoros, Roue Sparta, gant Polimarc’hus.
716 Echuiñ a ra ren an Heraklided war Lidia goude drouklazh Kandaoles, gant Giges.
690 Feidon a zeu da vezañ tirant en Argos.
687 Dont a ra magistradur an Arc’honted da vezañ bloaziek en Aten. Forzh peseurt keodedad atenat a c’hall bezañ dilennet d’ar magistradur-se. Kreon eo ar c’hentañ arc’hont bloaziek dilennet.
685 Deroù an eil Brezel Messenia
665 Diwezh eil brezel Messenia
656 kipselos a zeu da vezañ tirant e Korintos
645-560 Brezeliñ a ra Sparta a-enep Tegea en aner
642 or 634 Battos a sav un drevadenn c’hresian anvet Kirene e Libia
632 Kilon, brientin eus Aten, a glask bezañ roue ar geoded dre nerzh
621 Drakon, lezenner atenat a sav ur c'hod lezennoù strizh-kenañ a gastiz hogoz pep torfed dre ar marv
594 Solon, a zeu da vezañ Arc’hont en Aten, kemer a ra Salamis digant Megariz, diazezañ a ra an dimokratiezh, gouarnamant ar re binvidikañ. Adreizhañ a ra ar vonreizh,
590 Safo, barzhez ha belegez eus Enez Lesbos
569 kent J.K. Ganedigezh Pitagoras.
565 Peisistratos, jeneral atenian, a sav Diakrioi, bagadoù tud paour
546 kent J.K. Pitagoras a ziazez ar skiant hag ar brederouriezh.
510 kent J.K. Pitagoras a sav e skol dezhañ e-unan.
500 kent J.K. Mervel a ra Pitagoras e Samos.


[kemmañ] Diwezh ar marevezh kozh

527 mervel a ra Peisistratos hag e vibien Hippias hag Hipparkos a gemer e lec'h evel tiranted Aten
525 Darius Veur, mab-kaer Kirus Veur a aloub Bro-Egipt
515 Hippias a zeu da vezañ tirant nemetañ Aten goude marv e vreur
508 argaset eo Hippias diouzh Aten.
507 Kleistenes, adreizher gresian, a gemer ar galloud, diazezañ a ra an demokratiezh en Aten
490 Temistokles ha Miltiades, a drec’h Darius en Maraton, Feidippides a red betek Aten evit degas keloù eus an trec’h
484 Aesc'hulos, saver trajediennoù atenat, a c’honez ar c’hentañ priz

[kemmañ] Marevezh klasel

Eus 500 betek 323 emañ an amzer klasel
Gwellaet eo bet barregezhioù an arzourien koulz en delwennouriezh hag er savouriezh ken eo bet gwelet ar stil klasel henc'hresian evel ment ar c'hened gant ar remziadoù europat o heul betek hiziv.

480 Leonidas, roue Sparta, ha 300 Spartad a varv en Emgann an Termopiloù evit reiñ amzer da arme ar C’hresianed kevredet d’en em brientiñ a-enep arme ar Bersed, renet gant an impalaer Kserses, a glask aloubiñ Bro-C’hres
480 En em gannañ a ra Persed ha Gresianed war vor en Emgann Artemisium
480 Emgann Salamis – Touellet gant Temistokles, ez eo trec’het morlu ar Bersed gant ar C’hresianed e bae Salamis, Kserses a zistro d’e vro met lezel a ra un arme renet gant Mardonios
479 Paosanias, jeneral gresian a faezh Mardonios en Emgann Plataea
479 Emgann Mikales a zieub an trevadennoù gresian en Azia-Vihanañ. Da-heul Emgann Salamis e sav Aten Kevre Delos, ur c’hevredad keodedoù eus an Enezvor. Bodet evit en em zifenn a-enep Persia. Sparta a sav Kevre ar Peloponnesos
476-462 Kimon zo dilennet jeneral bep bloaz. Trec’hiñ a ra Persia ha kreñvaat beli Aten war Kevre Delos
474 Pindaros, barzh gresian a ziloj eus lez Sirakuza da geoded Tebai
471 Temistokles zo ostrakizet
468 Sofokles, saver trajediennoù gresian a drec’h Aesc’hulos en Aten
461 Kimon zo ostrakizet
457 Perikles, politikour atenat bet diskibl Anaksagoras, a zeu e penn Aten. Kregiñ a ra oadvezh aour Aten
456 Marv Aesc'hulos
449 Herodotos, istorian gresian, a skriv istor ar brezelioù o deus enebet Persed ha Gresianed etre 490 ha 479
448 Iktinus ha Kallikrates, tisavourien c’hresian a sav en-dro Akropolis Aten dismantret e-pad ar brezelioù medek
441 Euripides, saver pezhioù-c’hoari gresian, a c’honez ar prizioù en Aten
440 Herakleitos, prederour gresian, a zisklêr e kemm pep tra
435 Fidias, kizeller gresian, a sav delwenn Yaou en Elis. Unan eus Seizh Marzh ar Bed
433 Korintos, Sparta, Megara hag Aegina a zisklêr ar brezel da Korkira, Aten, Rhegium, ha Leontinoi
432 Diwezh an oadvezh aour en Aten, kregiñ a ra Brezelioù ar Peloponnesos, Aten, renet gant Perikles a laka seziz war Potidaia (Emgann Potidaia), Korkira a zisklêr ar brezel da Gorintos (Emgann Sibota)
431 Sparta renet gant Arkidamos II a ziviz distrujañ Aten. Kregiñ a ra Brezelioù ar Peloponnesos
431 Hervez Empedokles, mezeg gresian, ez eus pevar imor er c’horf
430 Bloavezh ar vosenn en Aten, Sparta ne ra ket a brizonidi.
430 Hervez Leukippus, prederour gresian, kement darvoud naturel en deus un abeg naturel. Kregiñ a ra ar vosenn en Aten.
429 Formio, amiral Atenat, a c’honez Emgann Kalkis
429 Mervel a ra Perikles diwar ar vosenn, anezhi an tifuz pe ar vosenn werblus
429 Hervez Hippokrates, mezeg gresian, o deus ar c’hleñvedoù abegoù naturel
428 Ganedigezh Platon
428 En em sevel a ra Mitilene, keoded pennañ enez Lesbos, a-enep Aten
427 Mervel a ra Arkidamos II, Alkidas, amiral spartat zo kaset da sikour Lesbos, preizhañ a ra Ionia ha tec’hout.
427 Kodianañ a ra Mitilene ha Plataea dirak Aten
427 Aristofanes, saver komediennoù a c’honez ar priz kentañ en Aten
426 Demostenes, jeneral atenat, ha Kleon, demagogour atenat, a ro startijenn en-dro da armeoù aten
425 Morlu Aten a argas hini Sparta e bae Navarino, Nikias a ro e zilez
424 Pagondas Tebai a drec'h arme Aten en Emgann Delium, Brasidas ur jeneral eus Sparta zo trec'h ivez, Kleon a laka kas Toukidides en harlu evit ugent vloaz
423 Treverz Lakes zo sañset herzel lañs Brasidas met ne ra ket, Nikias e penn arme Aten a gemer Mende en-dro
422 Kleon ha Brasidas zo lazhet en Emgann Amfipolis
421 Peoc’h Nikias a laka ar brezel da baouez, met Alkibiades, niz Perikles, a sav kevredadoù a-enep Sparta
420 Kevredad eus Aten, Argos, Mantinea, hag Elis a-enep kevredad Sparta gant keodedoù eus Boeotia
419 Agis, roue Sparta, a dag Argos
418 Emgann Mantinea, ar brasañ emgann war zouar eus ar brezel, a ro an trec’h da Sparta a-enep Argos
416 Alkibiades a zeu d’ar galloud en-dro
415 Mac’hagnañ a reer delwennoù Hermes en Aten, Alkibiades zo tamallet, met mont a ra kuit kent ar prosez abalamour da ren Ergerzhadenn Sikilia, kondaonet eo d’ar marv « in absentia », tec’hout a ra da Sparta
414 Lemakus, komandant atenat zo lazhet e Sirakuza
413 Nikias ha Demostenes zo lazhet e Sirakuza
412 Alkibiades zo argaset eus Sparta, iriennañ a ra evit distreiñ da Aten
411 Diskaret eo an demokratiezh en Aten gant oligarkiezh Antifon, Peisander, and Frinikoss, met Teramenes a ziazez Bonreizh ar 5000, morlu atenat a c’halv Alkibiades en-dro
410 Goude un nebeud trec’hoù e laka Kleofon, un demagogour atenat, argas kinnigoù peoc’h graet gant Sparta
409 Bizantion adkemeret gant Alkibiades evit Aten
408 Alkibiades a zistro da Aten, Lisandros a sav ur morlu evit Sparta en Efezos
407 Kregiñ a ra Lisandros da zistrujañ morlu aten
406 Kallikratides, rener morlu Sparta, a goll Emgann an Arginusae, Sparta a ginnig ar peoc’h zo nac’het dindan levezon Kleofon
405 Lisandros a zistruj morlu Aten, Pausanias, roue Sparta, a laka seziz war Aten, Kleofon zo lazhet, Korintos ha Tebai a c’houlenn ma vo distrujet Aten
404 Kodianañ a ra Aten, marc’hata a ra Teramenes an emglev hag a zeu a-benn da enebiñ ouzh mennad Korintos ha Tebai. Lazhet eo Teramenes hag Alkibiades
401 Toukidides, istorian gresian, a zanevell an oadvezh aour ha brezelioù ar Peloponnesos (Istor brezelioù ar Peloponnesos)
399 Sokrates, prederour gresian, zo kondaonet d’ar marv evit bezañ breinet ar yaouankiz
387 Peoc’h Antalkidas etre ar C’hresianed hag ar Bersed
347 marv Platon, prederour gresian ha saver an Academiezh

[kemmañ] Marevezh hellenadek

Eus 323 betek 146 emañ ar marevezh hellenadek
Ar marevezh hellenadek a vez graet eus ar mare a zeu goude marv Aleksandr Veur betek aloubadenn ar broioù gresian gant ar Romaned.
Er marevezh hellenadek e kreskas takad ar sevenadur henc'hresian betek Egipt ha Vaktria (Afghanistan ha Pakistan hiziv).


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -