See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Kevredad (gwir gall) - Wikipedia

Kevredad (gwir gall)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


E Bro-C'hall, meizad ar c'hevredad a zo termenet gant mellad 1832 ar C'hod keodedel :

« Ensavet eo ar c'hevredad gant daou pe meur a hinienn a ziviz dre gevrat dereiñ d'un embregadenn boutin madoù pe o oberiantiz e sell da rannañ ar gounid pe da dennañ splet eus an arboelladenn a c'hello disoc'hiñ diwar se.
Gallout a ra bezañ ensavet, e degouezhioù termenet gant al lezenn, dre akta bolontez un hinienn hepken.
Ar re gevredet a n' em ouestl da gemer perzh er c'holloù.
 »

En destenn-mañ e taolenna an embregerezh an obererezh boutin hag ar c'hevredad a zo an enkorfadur gwirel a gaso an embregerezh-se da wir.

E kemm gant seurtoù all a dudelezh – pergen ar c'hevredigezhioù –, ur c'hevredad en deus atav ur c'halvidigezh armerzhel (pourchas madoù ha servijoù da baeañ, genel spletoù pe arboelladennoù, hag o rannañ), gwezh a vez (ral a wezh) a-gevret gant ur c'halvidigezh sokial.

[kemmañ] Rummoù kevredadoù (er gwir gall)

[kemmañ] Kevredadoù kenwerzhel

Emañ ar c'hevredadoù-se dindan gwir ar c'henwerzh/an aferioù.

  • Kevredad dizanv, pe Kevredad dre gevrannoù (KDG), a c'hell bezañ dezhañ stumm ur c'hevredad kevelouri broduiñ (KKP)
  • Kevredad kevelourel
  • Kevredad dre gevrannoù eeunaet, pe KDGE ;
  • Kevredad dre gevrannoù eeunaet unperc'henn, pe KDGEU ;
  • Kevredad Bevennet e Atebegezh, pe KEBAT, a c'hell ivez bezañ dezhañ stumm ur c'hevredad kevelouri broduiñ (KKP) ;
  • Embregerezh unperc'henn bevennet e atebegezh, pe EUBAT (argemm ar C'HEBAT ennañ ur c'hevredat hepken) ;
  • Kevredad gougemennet eeun (KGE) ;
  • Kevredad gougemennet dre gevrannoù (KGDG) ;
  • Kevredad dre anv boutin (KDAB).
  • Kevredad dizanv sportour micherel ou KDSM
  • Kevredad Europat (KE)

[kemmañ] Kevredadoù keodedel

An holl gevredadoù nann kenwerzhel a zo keodedel. Dindan ar gwir keodedel emañ ar c'hevredadoù-se.

  • Kevredad keodedel (ar C'hevredad keodedel diloc'hvadoù (KKD) eo an hini anavezetañ),
  • Kevredad Keodedel Micherel (KKM)),
  • Kevredad Keodedel Araezioù (KKA),
  • Kevredad embregvezh frank (KEF).

An tri diwezhañ-mañ a vod izili ar micherioù frank reolennet (kontourien-prizachourien, mezeien, breutaerien, ha c'hoazh) evit reiñ dezho an tu da embreger a-stroll ha da rannañ ar frejoù lojeiz ha framm (rannañ ur sekretourva, da skouer).

E yezhoù all


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -