See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Kerzu 2005 e Breizh - Wikipedia

Kerzu 2005 e Breizh

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Bloavezhioù :
../.. 1999 2000 2001 2002 2003 2004
- 2005 -
2006 2007 2008 2009 2010 2011 ../..
Dekvedoù :
1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 - 2020
Kantvedoù :
XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIl kantved

Kronologiezh dre viz :
Genv. - C'hwev. - Meurzh - Ebr. - Mae - Mezh.
Goue. - Eost - Gwen. - Here - Du - Kzu


Kronologiezh dre ranndirioù :
Afrika - Amerika - Azia - Europa - Oseania


Kronologiezh dre demoù :
Aernijerezh - Savouriezh - Kirri - BT
Hentoù-houarn - Sinema - Mell-droad - Lennegezh
Sonerezh - Yec'hed ha mezegiezh - Skiantoù - Sport


Marvioù :
13 Kerzu: Itron Langleiz, savet ganti Priz Langleiz
27 Kerzu: Jacques Tilly, maer Gwerliskin, embregour

Kronologiezh vloaziek evit Breizh

2004 e Breizh - 2005 e Breizh - 2006 e Breizh

2005 e Breizh

Genver - C'hwevrer - Meurzh - Ebrel - Mae - Mezheven
Gouere - Eost - Gwengolo - Here - Du - Kerzu


  • Kregiñ a ra ar CMB da erlec'hiañ e vilhedaouerioù kozh gant bilhedaouerioù teiryezhek (galleg, brezhoneg, saozneg) nevez. Lañset tri bloaz zo e lec'hioù zo ez eus bet divizet gant ar bank breizhat kinnig ar servij e pep lec'h e Rannvro Breizh. Un araokadenn evit ar brezhoneg, disoc'h ur c'henlabour etre ar bank hag Ofis ar Brezhoneg.

[kemmañ] Sadorn 10 Kerzu

  • E-tro 60 a dud galvet gant ar strollad Ai'ta zo bet o kemer perzh en ur fest-deiz stourm e porzh-houarn Gwengamp evit ma vo implijet hor yezh e tiez-gar ar vro. Aozet ez eus bet ur vanifestadeg heñvel evit an euskareg d'an hevelep deiz e Baiona gant Euskariz

[kemmañ] Sul 11 Kerzu

[kemmañ] Lun 12 Kerzu

  • Nac'hañ a ra rener ajañs Brest-Arsellva an AVAL (ANPE) embann ur c'hinnig labour divyezhek a-berzh ar skingomz Arvorig FM. Sevel a ra ar strollad politikel breizhek UDB a-enep.

[kemmañ] Yaou 15 Kerzu

  • Nac'hañ a ra ar gazetenn bemdeziek Ouest France embann ur gemennadenn gañv e brezhoneg da-geñver marv an Itron Langleiz.

[kemmañ] Lun 19 Kerzu

  • Manifestadeg implijidi Frañs 3 Hirwazh e Brest evit enebiñ ouzh an adkreizennañ e France 3. Klemm a reont pa'z eus bet divizet gant Pariz lemel kuit an abadennoù lec'hel e-pad pemzektez, da-geñver ar gouelioù dibenn-bloaz. Gervel a reont d'ur pik-nik manifestiñ dirak peulskingaser skinwel arouezel ar Roc'h Tredudon e Menez Arre a oa bet lakaet da darzhañ gant an FLB evit goulenn ur skinwel e brezhoneg.

[kemmañ] Merc'her 21 Kerzu

Abadenn-gelaouiñ ar c'hevredigezhioù kar-o-yezh evit difenn an divyezhegezh e reter ar Mor-Bihan
Abadenn-gelaouiñ ar c'hevredigezhioù kar-o-yezh evit difenn an divyezhegezh e reter ar Mor-Bihan
  • Da-heul tagadennoù a-berzh enebourien d'ar yezh ez eus bet aozet un abadenn gelaouiñ evit ar gazetennerien ha tud ar vro, gant ar c'hevredigezhioù Bemdez (Gwened) ha Brezhoneg war-raok (Redon), dirak ti-kêr Ruvenieg, ur gumun bet nac'het an divyezhegezh ganti, evit harpañ diviz an departamant da staliañ ur panellerezh divyezhek war hentoù reter ar Mor-Bihan. Degemeret eo bet an dud gant maer ar gumun en deus embannet bezañ bet touellet gant kevredigezh Joseph Orhan hag enebourien ar brezhoneg.
  • Da-heul nac'hadenn div ajañs eus an AVAL (ANPE) e Brest da embann kinnigoù labour divyezhek e c'houlenn ent ofisiel ar strollad breizhek UDB ouzh prefedez rannvro Breizh d'ober a seurt ma ne vo ket graet gaou d'ar brezhoneg ken gant ar servijoù publik.

[kemmañ] Yaou 22 Kerzu

  • Dinan : Nec'het-bras eo Jean-Yves Krogenneg, prezidant skol Diwan Dinan, pa'z eus bet divizet gant kuzul-kêr Dinan pevarc'hementiñ feurm ar skol a dremenfe eus 3000 da 13 000 €. Seurt diviz a laka en arvar bezañs ar skol war grenn dermen rak ne vo ket ar gerent evit paeañ sammadoù ken bras evit ur skol digoust. 6 den, en o zouez tri skolaer, a vez implijet gant ar skol zo nevez bezañ anavezet gant ar Stad goude 5 bloaz mont en-dro. 40 bugel zo er skol bremañ ha kreskiñ a ra an niver anezho. Un taol fall eo evit ar brezhoneg e bro-Dinan.

[kemmañ] Sadorn 24 Kerzu

  • Roc'h Tredudon : E-tro 100 a dud o vanifestiñ dirak ar peulskingaser arouezel bet lakaet da darzhañ gant an FLB e 1974 war-lerc'h galv implijidi Frañs 3 Hirwazh a-enep da youl adkreizennañ ar renerezh kornôgel ha parizian.

[kemmañ] Marvioù


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -