Karl Voal
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Impalaer ar C'hornôg e 875 ha roue Bro-C'hall (Francia occidentalis) e oa Charlez ar Moal (Charlez II a Vro-C'hall), ganet e 823 e Frankfurt am Main ha marvet e 877 en Avrieux. Mab e oa da Loeiz an Deol, impalaer, ha da Judit a Vavaria (3de pried Loeiz). Ur mab deuet goude e dri vreur oadour ha ne oant evit gouzañv e vije rannet an impalaeriezh e peder lodenn. Goude emgannoù enepto e c'hounezas Charlez an uhelgarg e diwezh e vuhez . Trec'het e oe gant ar Vrezhoned dindan urzhioù Nevenoe en 845 ha gant Erispoe e Jengland.
[kemmañ] Buhez
Pa oa bihan e oe klasket gant e vreur lakaat o c'hrabanoù warnañ ha war e vamm, Judit. Kounaret e voent pa weljont e oa bet roet an titl a roue Alamagn (Alemenia e latin) ha eñ 4 e oad hag hini Akwitania e 838 pa oa 15. Goude marv o zad e tarzhas splannoc'h ar broc'h etre ar vreudeur. Met pa glaske Loter Iañ, ar breur henañ skarzhañ ar re all eus an uhelgarg e savas Charlez un emglev gant Loeiz a Alamagn hag e oe trec'h an daou asamblez e Fontenoy-en-Puisaye (841). Diwar feur-emglev Verdun sinaet e 843 e asantas an tri breur e vije rannet an impalaeriezh e teir rouantelezh :
- Gant Loter Iañ e yeas Frankia kreiz (Francia mediana), eus aodoù Mor an Hanternoz betek Italia a-bezh
- Gant Loeiz a Alamagn e yeas Reter Frankia (Francia orientalis) da lavaret eo ar Germania a zeuio da vezañ Alamagn war-lerc'h
- Gant Charlez II (lesanvet ar Moal) e yeas Kornôg Frankia (Frankia occidentalis) a zeuio da vezañ Bro-C'hall
D'e rouantelezh e ouzhpennas Provañs ha Bro-Loter (dre aloubiñ pe dre hêrezh), met e tleas reiñ ul lodenn eus an diwezhañ da Loeiz dre feur-emglev Mersen.
Etre 856 ha 861 e c'houzañvas e rouantelezh meur a aloubadenn diwar an Normanned ken e kredas gwelloc'h kas anezho da vont pelloc'h dre profoù arc'hant eget bountañ anezho kuit. Diwar an abeg-mann e zigargas Charlez bodadeg e wazhourien eus e uhelgarg e 856, met e adkemeras ar garg gant harp an eskibien.
E 865 pa varvas Loter II, mab Loter e oe rannet Bro-Loter etre Bro-C'hall hag Alamagn adarre.
E 875 e oe kurunennet Charlez II evel impalaer gant ar Pab Yann III war-lerc'h Loeiz II a Italia, mab henañ da Loter. Pa varvas e hantervreur, Loeiz a Alamagn, e 876, e aloubas Charlez lodenn gornôg Bro-Loter, met trec'h e oe warnañ gant al lu bras kaset gant e nized (emgann Andernac'h e-kichen Koblenz, 876).
P'e doa kemeret dre laeronsi an Akwitania d'e eontr, Pepin II a Akwitania, e tleas ober ar brezel dezhañ meur a wech.
E 877 ec'h embannas e Quierzy ma vije legadet ar c'hontelezhioù dre hêrezh ha dre-se e krogas amzer ar c'hladdalc'helezh. Goude-se e yeas da Italia da zifenn ar Pab Yann II taget gant an Arabed, met kevout a reas e klaske Karloman, mab da Loeiz a Alamagn, aloubiñ Bro-C'hall. Mervel a reas pa oa o treuziñ an Alpoù e kêriadenn Brios (Avrieux hiziv). A-hervez e vije bet lazhet an impalaer gant un ampoezon roet gant e vezeg.