Kab Horn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Emañ Kab Horn e penn su an enezeg chileat anvet Douar an Tan. Gwelet e vez dre voaz evel al lec'h suañ e Sumerika. An dud kentañ o vont hebiou Kab Horn a voe Willem Cornelis Schouten ha Jacob Le Maire, moraerien eus an Izelvroioù, e miz Genver 1616, hag anvet e voe evel-se ganto en enor da gêr Hoorn en Izelvroioù, lec'h genidik Schoutens. C'hoant o doa gwiriañ e oa posupl tremen e su Douar an Tan, ha korntreiñ beg Suamerika suoc'h eget Strizh-mor Magalhaes eta.
Ar c'hab suañ e-touez ar c'haboù meur eo ivez ha war kostez Norzh Tremen Drake emañ. E-pad kantvedoù eo bet Kab Horn ul lec'h tremen eus ar re bouezusañ pa oa implijet evit mont eus Europa da Azia hag en-dro. Gant listri-dre-lien e veze treuzdouget ar marc'hadourezhioù tro-dro d'ar Voull-Douar ha koulskoude eo dañjerus-tre ar mor eno pa'z eus korventennoù paot, gwagennoù divent ha skorngrec'hioù alies a-walc'h.
Ur seurt lec'h mojennel eo ar c'hab diouzh an diaesterioù merdeiñ, an danevelloù diwar-benn peñseoù ha brud ar vered listri a zo eno. Lesanvet eo ar c'hab ar C'hab kalet pe Kab ar c'horventennoù.
Hiziv n'eus ket mui kalz a listri-samm o tremen ahont p'eo bet kleuziet Kanol Panamá. Ul lec'h arouezel eo evit ar bagoù-dre-lien sachet gant an dae mont dreist an diaesterioù. Meur a redadeg vras a zo o hent e-tal Kab Horn, da skouer ar "Vendée Globe Challenge".
[kemmañ] Douaroniezh
Lec'h suañ an douaroù Suamerika eo Kab Horn (55°59’00’’ S ha 067°16’00’’ W, war Enez Horn , houmañ en enezeg a zo e anv an Inizi Hermite e penn Su Douar an Tan