Joseíto Fernández
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Joseíto Fernández (José Fernández e wir anv) a oa ur c'haner ha sonaozer kuban, ganet d'ar 5 a viz Gwengolo 1908 e La Habana, e karter Los Sitios, ha marvet eno d'an 11 a viz Here 1979. Brudet eo dreist-holl evel saver Guajira Guantanamera[1].
[kemmañ] E vuhez
Abalamour d'e zoare da ganañ ar bolero, an danzon hag ar guajira e oa bet anvet « el rey de la melodía » , roue ar velodienn. Ar brudetañ kanaouenn kanet gantañ e oa Guajira Guantanamera. Eñ a lare eo gantañ e oa bet savet. Peurvuiañ e lavarer e vije bet savet gant Herminio García Wilson ha kempennet gant Cheo Marquetti e doare ur guajira .
- En 1935 e kane bemdez ar Guajira Guantanamera gant gwerzennoù disheñvel er skingomz CMCO gant an Orquesta Típica, renet gant ar soner piano Alejandro Riveiro.
- En 1939, e rae memes tra en abadenn « El suceso del día » er skingomz CMQ, gant ar ganerez « la Calandria », ha gant Chanito Isidrón e veze savet ar c'homzoù.
- En 1941 e voe sonenrollet Guajira Guantanamera gant Joseíto hag an Orquesta Típica, evit disques RCA Víctor dindan an anv Guardabarreras ha Mi biografia.
Savet en deus meur a ganaouenn brudet evel: Elige tú, que canto yo, Amor de madre, Demuéstrame tú, Así son, boncó, Tu tierra y tu libertad, Mi biografía, Para que volvieras.
Darn a zo bet kanet gant Benny Moré.
[kemmañ] References
- ↑ Joseíto Fernández, el caballero humilde, pennad diwar e benn (e spagnoleg) gant Pedro Quiroga Jiménez.