Guajira
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
- La Guajira zo un departamant
Ar Guajira zo un doare kanaouennoù eus reter enez Kuba. Dont a ra an anv eus ar ger guajiro a dalv kement ha kouer.
Tad ar guajira e vije bet Jorge Ankerman (La Habana 1877-1941), gant e ganaouenn« El Arroyo que murmura ».
Ur guajira zo ur ganaouenn kanet goustad (en 4/4) , eilet gant ar gitar, tost d'ur son.
E gwerzennoù deksilabennek (« decima » en spagnoleg) e vezont skrivet peurvuiañ, diwar-benn ar vuhez war ar maez, gant guajiras, merc'hed diwar ar maez.
Ar brudetañ guajira eo Guantanamera, savet e 1928, gant Joseíto Fernández a-hervez.
[kemmañ] Un nebeus kanaouennoù guajiras
- El carretero, ar gwellañ skouer eus an doare. Savet gant Guillermo Portabales, ha kanet gant kalz a dud, Eliades Ochoa en o zouez.
- Chan-Chan, brudet dre film Wim Wenders, Buena Vista Social Club. Ne blij ket d'ar re figus abalamour d'ar c'homzoù dister, war-bouez ar c'hwec'h notenn gentañ.
[kemmañ] Liammoù
- Diwar-benn Jorge Ankerman: http://www.produccionesdelmar.com/longina/Autores/Jorge_Ankerman/index.html
Doareoù sonerezh Kuba |
---|
Conga | Punto guajiro | Guaracha | Tumba francesa | Contradanza | Rumba | Habanera | Trova | Changui | Danzón | Boléro | Son | Guajira | Mambo | Filin | Cha-cha-cha | Pachanga | Nueva Trova | Songo | Timba |