Jaroslav Hašek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Jaroslav Hašek (30 a viz Ebrel 1883 - 3 a viz Genver 1923) a zo ur romantour, ur fentour hag ur c’hazetenner tchek, brudet a-drugarez d’e levr flemmus anvet Chveïk, ar soudard dispont. Unan eus a re o deus nevesaet lennegezh Praha eo, gant Franz Kafka.
Taolenn |
[kemmañ] E yaouankiz
Jaroslav Hašek zo bet ganet e 1883 e Praha. Mab da Josef Hašek, ur c’helenner matematikoù ha d’e wreg Katerina e oa. Ken paour e oa e familh ken e rankas dilojañ ouzhpenn dek gwech, asambles gant an tri bugel (Bohuslav, tri bloaz yaouankoc’h evit Jaroslav, ha Maria, ur genitervez emzivad). Mervel a reas e dad abalamour d’an alokol e 1896, pa oa Jaroslav trizek vloaz. Kuitaat a reas Jaroslav e skolaj pa oa pemzek vloaz hag e labouras evit un apotiker anvet Kokoska. Da naontek vloaz e tapas un diplom e akademiezh kenwerzh Praha. Kregiñ a reas da labourat e Slava Bank met skarzhet e voe rak techet e oa da evañ alkol.
[kemmañ] An anarkour
Buan-tre e voe dedennet gant an anarkouriezh hag e lakaas embann e destennoù kentañ e kazetennoù tchek. E 1907 e teuas da vezañ pennskrivagner ar gazeten anarkour Komuna. Labourat a reas ivez evit Ženský obzor (Dremmewel ar Maouezed, adalek 1908), Svět zvířat (Bed al Loened, ur gazetenn flemmus), České slovo (Ar Ger Tchek, adalek 1911), hag ivez evit Čechoslovan, Pochodně ha Humoristicky listy. E 1911 e krouas "Strollad an araokaat gorrek en ur zoujañ ouzh al lezenn" (Stranu mírného pokroku v mezích zákona) hag en em ginnigas evel danvez-dileuriad, gant ar pal ober gopa ouzh ar strolladoù politikel all. Goude ur penand e fellas dezhañ sioulaat, hag e timezas gant ar skrivagnerez Jarmila Mayerová. Ne sioulaas ket koulskoude. Kregiñ a reas da laerez chas ha da werzhañ anezho, en ur lakaat da grediñ e oant chas diouzh an dibab a-benn gounit muioc’h a argant (evel ma ra Chveïk e-barzh unan eus e romantoù). Predeiret e oa Hašek gant an emzistruj, hag ur wech e voe saveteet pa glaske lammat dreist da bont Cech (Praha). Goude-se e voe kaset d’un ti diskuizhañ e-pad ur pennadig, peadra c’hoazh da voueta e romantoù. Ur bugel a c’hanas, Richard e anv. Nepell goude ar ganedigezh ez eas Jarmila kuit ha e tistroas e ti h zud, en ur gas ar bugel ganti. Rankout a reas neuze Jaroslav feurmién ur gambr en ur fouzh-lec’h anvet U Valsu.
[kemmañ] Hašek e bro ar Sovieded
E 1915 e voe enrollet Jaroslav Hašek en arme aostrian. Mont a reas en 91vet rejimant aostrian, war talbenn Galisia. Soñj a zalc’has eus anvioù pennoù bras an arme, ha diwezhatoc’h ec’h implijas anezho en e romantoù diwar-benn Chveïk, hep kemmañ o anvioù. Mont a reas ivez da dalbenn Su Bohemia ha da Hungaria. E miz Gwengolo 1915 e voe disrannet e vagad soudarded pa dagas ar Rused, ha Hašek en em zaskoras dezho. Bac’het e voe en ur c’hamp en Ukraina da gentañ hag en Oural da heul. E 1917 e voe paouezet ar brezel war talbenn ar reter gant ar Sovieded. Hašek a voe dieubet e 1918 hag e tivizas labourat evit ar Sovieded, lakaet e voe da gomiser politikel ar 5vet arme rusian. Ezel Lejion Tchek e voe er memes koulz. Ur strollad broadelour e oa, lakaet da bal gantañ lakaat an Dcheked d’en em zizober diouzh ar veli aostrian ha hungarian.
[kemmañ] Distro da Braha hag ar bloavezhioù Chveïk
Jaroslav Hašek a zistroas da Braha (deuet da vezañ kêr-benn Tchekoslovakia) e 1920 gant ur wreg nevez, hag e kendalc’has da stourm war dachenn ar politikerezh, o klask kas war-raok e vennozhioù komunour ha broadelour. Ne zipartias ket diouzh Jarmila. Kenderc’hel a rae da evañ klaz, ha stagañ a reas gant e destenn vrudetañ, Chveïk, ar soudard dispont. An dudenn-se en doa bet tro da grouiñ a-raok, met ne chom roud ebet eus ar skridoù kent-se. E skridoù a skrivas e tchekeg (padal e skrivas Franz Kafka en alamaneg) evit ma vefe aesoc’h d’ar bobl o lenn. Lakaet en doa da bal skrivañ c’hwec’h levrenn, met ne zeuas ket a-benn da skrivañ ouzhpenn teir anezho, rak mervel a reas d’an 3 a viz Genver 1923 e Lipnice nad Sázavou. Embannet e voe an teir levrenn bet skrivet gantañ,hag ur pevare hini, chomet diechu ha klokaet gant e vignon Karel Vaněk. E 1991 e voe bodet an nebeud skridoù yaouankiz ne oant ket bet kollet, hag embanent e voent dindan an titl Gwallskouer Bachura ha danevelloù all. E 2005 ez eus bet savet ur monumant d'e enoriñ e karter Žižkov, e-lec'h ma vevas Hašek. Oberenn ziwezhañ ar c'hizeller tchek Karel Nepraš eo.