Isis
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Isis | |||
---|---|---|---|
Aset pe Iset (ȝs.t) |
Isis eo an anv a orin gresianek a roer d'an doueez Aset (pe Iset), doueez gwarezerez ha salvus ar vitologiezh egiptat. Ezel eo eus Navad Bras Iounou (Heliopolis)
Seblantout a ra e oa personeladur an tron gwezhall. E anv egiptat e hieroglifoù a dalvez "an azezenn". En enskrivadurioù e veze diskouezet da gentañ dindan stumm ur vaouez gant ur gador a dalvez dezhi da goef. Diwezhatoc'h e cheñch an doare da daolenniñ anezhi. Gwelet e vez dindan stumm ur vaouez dezhi kerniel buoc'h a bep tu d'ur skant a arouez al Loar. (Arabat he c'hemmeskañ neuze gant Hathor.)
[kemmañ] Isis en arzoù
- E 1677 e savas Jean-Baptiste Lully un drajedienn lirek anvet Isis a zanevelle avanturioù an nimfenn Io a zeue da vezañ an doueez Isis a-drugarez da Jupiter, e diwezh an opera, o liammañ e-giz-se ar vitologiezh c'hresian hag ar vitologezh egiptat.
Badezet eo bet an opera-se, "opera ar sonerien" abalamour d'ar binviji-seniñ niverus zo lakaet er c'hentañ rank a bep eil. Meuliñ a ra klod Loeiz XVI hag e drec'hoù en Izelvroioù. Talvezout a ra ar boan menegiñ laz-kanañ ar "Grenerien".
- An anv eus kentañ romant Villiers de l'Isle-Adam eo Isis ivez. Unan eus pennoberennoù al lennegezh c'hallek da lavaras an arbennigourien.
- Skeudenn mouchet Sais eo anv ur varzhoneg gant Friedrich von Schiller diwar-benn gouel Isis (1795).
- Klask Isis eo anv trede levrenn eus Les perspectives dépravées gant Jurgis Baltrusaitis.
|
Porched Egiptopedia |
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |