Hengreteg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Hengreteg (*dianav) |
|
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | yezh varv |
Rannved : | Kret |
Komzet gant : | yezh varv |
Renkadur : | yezh varv |
Familh-yezh : | Digenvez |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | |
ISO 639-3 | {{{iso3}}} |
Kod SIL | |
Deuit da welet ivez Yezh. |
Ar yezh komzet e-barzh Enez Kreta a-raok donedigezh ar C'hresianed e oa an hengreteg. Skrivet e oa en ur skritur silabennek n'eo ket bet digejet c'hoazh : al linenneg A. Un nebeud enskrivadurioù diwezhatoc'h hon eus ivez er skritur gresianek, kavet war- dro Deros ha Praisos.
Komzet e oa an hengreteg betek an trede kantved kent Jezuz-Krist, kent ma oa kemeret e lec'h gant an henc'hresianeg. N'anavezomp ket mat a-walc'h ar yezh-se da lavarout eus petore familh eo hag an darn vrasañ eus ar glaskourien a soñj eo ur yezh digenvez. Gallout a rafe, avat, bezañ kar d'an hengipreg ha d'al lemneg.
Taolenn |
[kemmañ] Testennoù
N'anavezomp nemet pemp enskrivadur e hengreteg, zoken ma'z eo posubl e oa skrivet er yezh-se un nebeut enskrivadurioù arall a zo o ster disklaer.
[kemmañ] Dreros 1
Kavet e oa bet an enskrivadur-mañ e 1936 e Dreros e-kichen un azeuldi dediet da Apollo. Kollet e oa bet e-pad an Eil Brezel Bed
Al linennoù 3-5 a zo skrivet e gresianeg moarvat met disklaer eo o ster
-
- 1: ---rmaw|et|isalabre|komn
- 2: ---d|men|inai|isaluria|lmo
-
- 3: ----tonturonmēa.oaoiewad
- 4: eturo---munadoa-enē--
- 5: --matritaia--