Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Heliom - Wikipedia

Heliom

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Un neon hag a ya en-dro gant heliom
Un neon hag a ya en-dro gant heliom


An heliom zo un elfenn gimiek monoatomek, disliv, dic'hwezh, divlaz, hogozik diemlusk, n'eo ket pistrius ha zo He hec'h arouez ha 2 he niver atomek. Emañ e deroù heuliad ar gazoù nobl en Taolenn beriodek.


E boentoù birviñ ha teuziñ eo ar re izelañ e-touez an elfennoù ha n'eus anezhañ nemet dindan stumm gaz, nemet e kondisionoù divoaz ha rust-kenañ e vefe. Ar c'hondisionoù-se zo ret ivez evit krouiñ an nebeud liezelfennoù heliom hag a zo holl distabil pa vez reizh ar gwrezverk hag ar gwask. Daou izotop stabil en deus an heliom. Ar stankañ eo an heliom 4 hag ar rouesañ eo an heliom 3.
A-bouez eo emzalc'h an daou seurtad heliom 4 tanav (heliom I ha heliom II) evit ar glaskerien a studi ar mekanikoù kwantek, anadenn an dreistberusted dreist-holl, stad tizhet gant an heliom er poent lambda e 2,1768 K, war-dro −271°C (da −270,9732°C evit bezañ resis) hag evit ar re a studi efed ar gwrezverkoù tost d'ar zero klok war danvezioù all (evel an dreistherended).


Goude an hidrogen ez eo an heliom an elfenn stankañ en hollved, hag ar gaz nobl ar skañvañ eus an daolenn beriodek. En hollved a vremañ, hogozik holl an helioù produet zo disoc'h teuzadur nukleel an hidrogen er stered. War an Douar, e oa bet krouet da-heul digenstagadurskinoberiant an elfennoù pounneroc'h evitañ : ar rannigoù alpha zo nukleüsoù heliom a zeu diwar digenstagadur an uraniom, an toriom hag eus hini o elfennoù mibien. Goude e grouidigezh e vez bac'het ul lodenn anezho gant ar gaz naturel e feurioù tolpadur a ya betek 7 % dre volum.


Taolenn

[kemmañ] Istor

Dizoloet eo bet an heliom (eus ar gresianeg ἥλιος, hélios : heol) evit ar wezh kentañ gant Jules Janssen, ur steredoniour gall, e kurunenn an Heol e-pad falaenn an 18 a viz Eost 1868 ha, nebeut goude, gant ar steredoniour saoz sir Joseph Norman Lockyer, dindan stumm ur roudenn velenn dianav er spektr. Kinniget e oa an anv « heliom », nebeud amzer goude, gant hemañ ha gant ar c'himiour sir Edward Frankland, diwar skouer anv arouez an Heol er vitologiezh c'hresian : Helios[1]. Dizoloet e oa e vezañs war an Douar e 1895 gant Lord Rayleigh ha sir William Ramsay, kimiour. Abaoe ez eus bet kavet pikoloù pourvezioù heliom e gweleadoù gaz naturel ar Stadoù-Unanet, zo deuet da vezañ e-giz-se ar pourchaser brasañ eus ar gaz-se er bed. E 1960 e tivizjont sevel ur c'huzhiad en deus tizhet ur milliard metr diñs, e 1995. Da lâret eo war-dro 180 000 tonnenn gaz. An ’Helium Privatization Act e 1996 a roas an aotre da voulc'hañ ar pourvezioù-se adalek 2005.

Koulskoude, e fin 2006, ez eus savet berrentez war an heliom e bed ar skiantourien hag an embregerezhioù war a seblant ar pezh en deus graet anezhañ un danvez strategel.


[kemmañ] Talvoudegezh

Implijet e vez an Heliom :

  • da waskreizhañ ar mirlec'hioù kriogenek ;
  • Er stad liñvek, e kriogeniezh, da yenaat ar mein-touch dreistheren a vez implijet, da skouer, evit ar SDV;
  • gant oksigen evit fardañ heliox, ar gaz implijet da splujañ don-kenañ er mor.
  • implijet e vez ar memes meskad e mezegiezh da zivec'hiañ ar glañvourien o dez poan oc'h analat, abalamour ma tremen an heliom en hentoù an analañ en un doare aesoc'h evit an azot pa vezont strishaet ;
  • e surjianerezh, bannoù heliom ionizet produet gant ur sinkrosiklotron a vez implijet evit prederiañ yoc'hennoù al lagad[2] 
  • en deiziadiñ dre ar skinoberiuster ;
  • evit kavout fuadurioù, er c'horzennoù pe er c'hanioù da skouer ;
  • evel gaz da c'hwezañ baloñsoù evezhierezh an hin hag aerlistri ;
  • evel gaz douger evit ar [[kromatografiezh c'hazek[gromatografiezh c'hazek]] ;
  • evel gaz gwareziñ evit a bep seurt traoù er greanterezh (evel ar souddadur "à l'arc" ha kresk ar felpennoù silisiom);
  • mesket gant an neon el laserioùs He-Ne (a skign war 632.8 nm).
  • gant meuzioù zo (stagadenn d'ar boued aotreet dindan an dave E939 evit gallout gwiriañ didreuzusted ar pakadoù implijet. roll ar stagadennoù d'ar boued


[kemmañ] Implij er vezegiezh

Roet e vez heliom da analañ dindan stumm meskadoù, enne 20% oksigen d'an nebeutañ, d'ar glañvourien o dez poan oc'h analat abalamour m'eo stankaet pe strishaet o hentoù analat uhelañ pe izelañ. A-drugarez d'e c'hludegezh izel, an heliom a aesa ar strivoù evit analat.


[kemmañ] Dañjerioù stag ouzh analadur an heliom

Pa vez analet ur c'hementad heliom bihan e teu ar vouezh da vezañ skiltroc'h e-pad ur pennadig rak ar c'herdin-mouezh a fraoñv buanoc'h gant ar gaz-se, abalamour da zouester izeloc'h an heliom e-keñver hini an aer. Dinoaz eo pa ne vez lonket ken kementadù bihan, rak ur gaz diemlusk eo an heliom. Analat kementadoù brasoc'h avat en ur wezh, a c'hallfe degas ur vougadenn verr, a laka unan da vaganiñ. Bet zo bet kazioù emboliezh an empenn kudennoù grevus eus ar skevent e-touez an dud o deus analet heliom dindan gwask (en un doukenn).


[kemmañ] Notennoù

Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons
  1. Andrev Brahic, Planètes et satellites, pajenn 17.
  2. kartografiezh - Heliom
Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com