Hekatonc'hired
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An Hekatonc'hired a oa tri ramz spontus e mojennoù Hellaz kozh. Mibien int da Ouranos (an Oabl) ha Gaia (an Douar).
Anvet int:
- Cottos,
- Gyès (ou Gygès)
- Briarée (ou Égéon).
Kant brec'h o deus ha hanter-kant penn a daol tan. Breudeur int d'an Ditaned ha d'ar C'hikloped. Peurvuiañ e vezont lakaet da zamzoueed ar mor.
E latin int anavet evel Centimani, tud o c'hant dorn.
[kemmañ] O anv
Ἐκατόγχειρες / Hekatógkheires, e gregach, « kant dorn dezhe », eus ἐκατόν / hekatón, « kant » ha χείρ / c'heír, « dorn ») pe Centimanes (e latin Centimanūs, « kant dorn dezhañ », eus centēnus, « kant » ha manŭs, « dorn».
[kemmañ] Mojenn
Taolet e oant bet en Tartar gant o zad dre ma en doa aon rak o nerzh. Tennet e voent alese gant Kronos, ha sikour a rejont anezhañ da ziskar Ouranos.
Neuze e voent bac'het adarre en Tartar, ha dieubet e voent gant Zeus, a voe sikouret gante e Brezel an Ditaned. Pa voe trec'het an Ditaned e voent taolet en Tartar d'o zro, ha piv nemet an Hekatonc'hired a eas d'o diwall.
War-lec'h e vezont kavet e meur a vojenn ma vez ret dezhe lakaat un tamm urzh en Olimp.