Goban
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un tablez a c'hoarier go warnañ eo ar goban (japaneg: 碁盤). Implijet e vez ivez evit c'hoarioù linennañ all evel ar Pente.
Taolenn |
[kemmañ] Ar goban hengounel
Mont a ra d'e ober ur plankenn zo par e vent da :
- 45,4 cm hed
- 42,4 cm led
N'eo ket bet resisaet gwech ebet tevder ar goban met brasoc'h eo eget hini ar c'hoarioù echedoù peurliesañ (15-20 cm). A-wechoù, pa vez tev a-walc'h, e vez kleuzet ar goban en tu diabarzh e stumm ur c'hloc'h. Pa vez c'hoariet e vez disheñvel ar son hervez al lec'h ma lakaer e vaen neuze.
Douget eo ar plankenn-mañ gant pevar zroad, 12 cm uhelder dezho mui pe vui. Graet eo gant Kaya, ur seurt koad a gaver e Japan dreist-holl. War-c'horre ar goban ez eus treset gant liv ur gael 19 x 19 linenn warni. Ment al logoù, heñvel an holl anezho, zo 23,7 mm (eus tu an hed) war 22 mm (eus tu al led). Kinklet eo poentoù kej ar 4e, 10vet ha 16vet linenn gant kelc'hioù liv bihan anvet Hoshi.
[kemmañ] Doareoù all
Bras eo ar goban hengounel. Ar c'hoad a vez graet anezhañ, ar C'haya, zo ker ivez. Setu perak ne vez ket mui fardet gobanoù hengounel-rik gant ar broduerien.
[kemmañ] Ar c'hoad
Ker-ruz eo ar c'haya. A zo muioc'h, stumm ar goban zo ar muiañ a glask warnañ n'hall bezañ graet nemet gant gwez 700 vloaz kozh da nebeutañ ha n'haller sevel nemet 2 pe 3 goban dre wezenn. Ouzhpenn 100 000 € e c'hall koustañ. Ur goban hengounel e kaya, ha pa vefe gantañ un troc'h all, ne gousto ket nebeutoc'h eget 1000 € morse .
N'eo ket niverus ar c'hoarierien a c'hall paeañ kement-se. Alies ec'h implijer koadoù all estreget kaya. GRraet e vez gant ar Shin Kaya (kaya nevez e japaneg). Ker a-walc'h e chom priz ar gobanoù-se forzh penaos (alies en tu all da 500 €). C'hoari a ra ar pep brasañ eus ar c'hoarierien war gobanoù koad n'int ket ken priziet evel ar faou hag an derv pe, zoken, war gobanoù plastik. Kavet e vez gobanoù dindan 50 € neuze. Betek 10 € e c'hall diskenn priz ar gobanoù plastik.
[kemmañ] Mentoù ar goban
Bras-mat eo ar goban hengounel, landrammus eo ha n'eo ket aes e zilec'hiañ. Graet e vez gobanoù hep troadoù bremañ, ha moanoc'h. A-wechoù, zoken, e vez krennet war al led hag an hed met ret eo e chomfe aes lakaat ar mein warnañ memes tra. Kavet e vez gobanoù pak-dispak ivez evit gellout o c'hlenkañ aesoc'h.
[kemmañ] Ment ar gael
Daoust d'ar c'hrennadennoù a bep seurt e chom brazik ar gobanoù peurliesañ e-keñver ment dameroù an echedoù, abalamour d'an niver bras a logoù.
Ha pa vefe 19 linenn x 19 ar vent ofisiel hag an hini a vez kavet ar muiañ, kavet e vez ar mentoù 9 x 9 ha 13 x 13 implijet gant an deskarded pe evit abadennoù founnus dreist-holl. Abalamour d'o ment e vez fardet muioc'h-mui a c'hobanoù evel-se, dreist-holl da c'hoarioù beaj.
[kemmañ] Fardañ ur goban
- (fr) Mentoù dre ar munud
- (fr) Penaos fardañ ur goban ?
- (fr) Pazennoù fardañ ur goban
Notenn : Ar re n'int ket gwall dedennet gant fardañ ur goban o-unan pe gant prenañ unan, a c'hallo c'hoari gant ur follenn, ur c'hreion hag ur c'homenn, ha mat pell zo, daoust ma n'eo ket eus ar plijusañ.
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Pennadoù kar
- go (c'hoari) (c'hoari ha reolennoù)
- Xiangqi (echedoù sinaat)
- Shōgi (echedoù japanat)
- Hikaru No Go (manga war ar go)
- Lee Chang-ho (c'hoarier korean)
- Insei (deskarded)
- Tesuji
|
|