See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Ger goullo - Wikipedia

Ger goullo

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Er yezhoniezh e vez implijet an termen ger goullo (saoz: function word pe grammatical word) evit komz eus gerioù gante nebeud a ster dreze o-unan hag a dalvez da sevel liammoù yezhadurel gant gerioù all en ur frazenn pe c'hoazh da lakaat war wel sav-poent an hini a zo o komz.

Dre ma talvez ar gerioù goullo da elfnnoù frammel dre liammañ an eil ger ouzh egile n'hallont ket bezañ implijet o-unan-penn distag diouzh elfennoù all ur frazenn dre ma n'o deus ster ebet dreze o-unan.

Gerioù gante ur ster resis kentoc'h evit ur perzh yezhadurel a reer oute gerioù leun (saoz. content words pe lexical words), da lâret eo dre vras anvioù-kadarn, verboù, anvioù-gwan, an darn vrasañ eus ar ragverboù...

E-touez rummad ar gerioù goullou e vez renket an araogennoù, ar raganvioù, verboù-skoazell, stagelloù, gerioù-mell ha rannoùigoù. N'ell ket bezañ diveret seurt gerioù goulloù nag implijet kengerioù gante.

Ur rummad kloz eo rumm ar gerioù goullo, da lâret eo ne vez ket krouet gerioù goullo nevez a-hed ar wezh keit ha ma vez ur yezh oc'h en em diorren. Diouzh an tu all, avat, eo ur rummad gerioù digor hini ar gerioù leun, da dâret eo e c'hell bezañ krouet pe amprestet diwar yezhoù all gerioù leun nevez a bep seurt a-hed an amzer (Gw. Nevezc'her).

A-wezhoù e vez renket an Estamdadelloù e-touez ar gerioù goullo daosut ha m'az eus ur rummad digor anezhe.

Ouzhpenn an diforc'hioù e-keñver ar ster hag o mont-en-dro e framm yezhadurel ur yezh e c'hell ivez ar gerioù goullo en en derc'hel en un doare diheñvel diouzh ar gerioù leun e-keñver o ferzhioù fonologel, da skouer e saozneg n'eus nemet ar gerioù goullo a c'hell kregiñ gant ar son kensonennel [ð].

Setu ur roll eus ar rumamdoù yezhadurel pennañ renket dre voas evel gerioù goullo:

  • Gerioù-mell - an, al, ar ha un, ul, ur. Diveret a-wezhoù evit klotaat gant troad un anv.
  • Raganvioù - d.s. me, ...
  • Araogennoù - displeget er yezhoù keltiek
  • Stagelloù, da skouer ha, pe
  • Verboù-skoazell - displeget atav
  • Estamdadelloù - ne vezont ket na displeget na diveret
  • Rannigoùigoù - d.s., as ma, neuze, koulskoude, evel-se...
  • Lavarennoù - da skouer, Bez' 'zo, ez eus...
  • Pro-frazennoù — da skouer ya, mat eo...

[kemmañ] Gwelit ivez


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -