Georges-Henri MacKenzie
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Georges-Henri MacKenzie a zo bet ganet e d'ar 24 a viz Meurzh 1837 e Bellfield (Skos) ha marvet d'ar 14 a viz Imbril 1891 e New York (SUA).
Mestrc'hoarier echedoù skosat, bet broadet e SUA e 1858, kapiten e-doug Brezel Diabarzh SUA. Dont a reas brav gantañ en tournamantoù etrebrodel adalek 1870 betek 1890. E tournamant Frankfurt am Main (Alamagn) e 1887 e voe an hini kentañ, dirak Joseph Henry Blackburne, Curt von Bardeleben, Johann Berger ha Siegbert Tarrasch.