Frañsez-Mari Kadig
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An abad Frañsez (Mari) Kadig (François Marie Cadic) a oa ur skrivagnour hag en neus labouret àr ar folklor. Ganet a oa d’an 29 a viz Gwenholo 1864 ba Noal-Pondi (Mor-Bihan), ha marv d’ar 27 a viz Gourheleñ 1929 ba Sant-Yann Brevele.
[kemmañ] Buhez
Ganet a oa ba ur familh labourijan-douar. Eñ en noa ur bochad breuder ha c’hoarzed. Waet a oa da gloerdi bihan Santez-Anna-Gwened ba 1880, rhaok mont da gloerdi bras Gwened. Eñ a oa pet beleget ba 1889. Àr-lerc’h bout gwraet ur lisañs àr an istoer, e ta da vout kelennour ba Institud katolik Pariz. Ba 1897, e krouea « parrez Bretoned Pariz », lem e fo bedik 40 000 a dud, ha ba 1899 e sava ur gazetenn hag a vo gwraet ar memp hanv anezhi. Ba hounnezh e feze rhaet ur bochad doareoù a dalvoudegezh eit Bretoned Pariz, ha mojennoù dia Vro-Gwened c’hoazh ivez. Skrivet en neus ur bochad liourioù zia-benn Breizh, lem e kannïa kontadennoù ha mojennoù dia’r vro. Sellet a vez èl unan ag an dastumerian gwellhañ eit kultur a-gaoj Breizh-Izel.
[kemmañ] Levrioù
- 1914 : Contes et légendes de Bretagne : Les puissances inférieures - Les revenants - Les puissances supérieures. Paris, Maison du peuple breton/Hennebont, Imprimerie Ch. Normand
- 1925 : Nouveaux contes et légendes de Bretagne. Maison du peuple breton, Paris
- 1943 : Contes Bretons sur Douze métiers. Librairie Celtique, Paris
- 1950 : Contes et légendes de Bretagne, Galles
- 1955 : Contes de Basse-Bretagne. Textes choisis. P. Edts. Erasme