Erifyle
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Erifyle pe Erifile (Ἐριφύλη /Eriphúlê e gregach) a oa merc'h da Talaüs, c'hoar Adrasto. Dimeziñ a reas da Anfiaraos eus Argos.
Profet e voe dezhi tro-c'houzoug an doueez Harmonia gant Polinikes evit ma lakfe he gwaz d'ober brezel ar Seizh a-enep Tebai.
Lavarout a reas neuze da Amfiaraos kemer perzh en aloubadenn a grog ganti mojenn ar Seizh a-enep Tebai, petra bennak ma ouie-hi e varvje er brezel.
Brezel a reas he gwaz, ha mervel eno. Kent mervel e c'houlennas Amfiaraos ouzh e vibien Alkmaeon hag Amfiloc'hus tennañ dial eus e varv.
Gant he mab Alkmaeaon e voe lakaet Eurifile d'ar marv.