See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Emgann Midway - Wikipedia

Emgann Midway

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ.


Emgann Midway a zo bet un emgann en aer hag war vor e derou ar stourm etre ar Stadoù-Unanet hag Impalaeriezh Japan e kreiz an Eil brezel-bed. Pal ar Japaniz, dindan urzhioù an amiral Isoroku Yamamoto, a oa skarzhañ an nerzhioù milourel stadunanat eus atoll Midway kuit evit herzel inizi kreiz Japan ouzh bezañ taget gant ar vombezerien o doa o dougerioù-nijerezioù ur repu eno.
Padout a reas eus an 4 a viz Mezheven betek ar 7 a viz Mezheven 1942. An trec'h a yeas gant an Amerikaned, an amiral Chester Nimitz en o fenn, pa ne golljont nemet 2 lestr-brezel a-dal 5 lestr bras japanat, un hobregoner galloudus en o zouez.

Alies kennañ, e veze gwelet strategiezh Isoroku Yamamoto evit emgann Midway, evel ur plan hag a ziskoueze e rogoni. Hervez ar burutelerien-se, argad an amiral oa bet aozet re vuhan goude raid Doolittle. Met diwezhatoc'h, e voe laret gant kalz a istorourien ne oa ket ken fall ha-se raktres Yamamoto: ur strategiezh a eneberezh kreñv a-enep ar morlu amerikan. Yamamoto a glaske pellaat an US Navy eus inizi an impalaeriezh, a-benn kreñvaat difennoù Bro-Japan. Yamamoto a grede e oa ret kaout un trec'h kreñv war ar morlu amerikan evit gellout kaout ar maout diwezhatoc'h, pe adlañsañ an tabutoù diplomatek. (Yamamoto oa ket a-enep mennoz ur peoc'h gwenn).

C'hoant en oa lakaat an Amerikaned da zont en un trap, en ur pellaat anezho eus Pearl Harbor. Pemvet lu Bro-Japan (ket al lu a-bezh, 2 douger-nijerezioù, 5 morreder, 13 lestr-distrujer ha 4 lestr-karg) a ranke mont war-zu an inizi Aleoutian, tagañ Dutch Harbor, Unalaska hag aloubiñ an inizi Kiska hag Attu.

An devezh goude an dagadenn-mañ, ar morlu japaneg (4 douger-nijerezioù, 2 hobregoner, 3 morreder ha 12 lestr-distrujer) en ije taget ha distrujet an aerlu amerikan e Midway. Goude bezañ bet trec'het an aerlu, Yamamoto en ije kaset an eil lu (1 douger-nijerezed, 2 hobregoner, 10 morreder, 21 lestr-distrujer ha 11 lestr-karg) ah 5000 soudard a-benn aloubiñ atoll Midway ha skarzañ ar Marines. Ur wech Midway tapet, an dougerioù-nijerezioù amerikan o dije ranket kilaat e barzh an trap japaneg e lec'h ma vefen bet gortozet gant ar Japaniz evit bezañ distrujet ganto. Goude an emgann, ar c'hentañ lu (1 douger-nijerezed, 3 morreder ha 13 destroyer) gant elfennoù an eil lu o dije ranket distrujañ an tachennoù herzel diwezhañ an Amerikaned e barzh ar meurvor Habask.

Yamamamoto en oa raktreset kas ur c'harg (badezet ar c'harg K) a-benn lec'hiañ a-vat tachenn strollañ al lu amerikan ha gouzout fiñvadennoù an douger-nijerezed en dro da Bearl Harbor. Hag aozet en eus ur stollad listri-spluj oc'h heuliañ an dougeroù-nijerezioù amerikan en dro da Vidway. Ar strategiezh hag he lakaat e pleustr a zo bet aozet hag adaozet e pad pell. Ar Japaned o doa kaset 79 lestr hag an Amerikaned 26. Ne oa nemet nerzhioù an aerlu hag al listri-spluj hag a oant damm-kevatal.

Met Yamamoto n'en oa ket soñjet an Amerikaned a ouien toud e strategiezh : kavet o doa un doare da dapout ha da dreiñ kellaouennoù sekred ha kuzh al lu japaneg. Evel-se, an amiral Chester Nimitz, hag a oa e penn morlu amerikan ar Meurvor Habask, ivez en eus lakaet e plas un trap spontus a-benn trec'hiñ Yamamoto. Ul lestr-distruj amerikan en eus harzet pourvezadur ar c'harg K. E giz-se, Yamamoto n'en eus ket gellet kas da benn ar c'harg-mañ, nulaet eo bet ha n'en eus ket fellet gouzout ma morlu amerikan ar meurvor Habask oa c'hoazh e Pearl Harbor. Nimitz a gasas e dougeroù-nijerezioù e Midway, evit kaout un nerzh div wech pouezusoc'h ha herzel lu listri-spluj Yamamoto a erruas re ziwezhat. Kuzhet, an Amerikaned a gortoze tagadenn ar Japaned (an hini a ranke distruj an aerlu amerikan). An Amerikaned n'o deus ket dalc'het kont eus an dagadenn japaneg war an inizi Aleoutian (un dagadenn savet dreist-holl evit disachañ evezh an Amerikaned) hag un nebeut devezhioù a-raok an dagadenn japaned, ar 4 a viz Even 1942, Nimitz a zistrujas ar pevar douger-nijerezioù japanat pa oan ar gwoannañ, a raok ma vefen prest d'an argad war an aerlu.

An Hiryu, ul lestr japanat, o teviñ gant e nerzhioù dasparzet ha gwoannaet, Yamamoto na deuas ket a-benn da enebiñ ouzh an Amerikaned. Nimitz a adlakas e nerzhioù war-zu ar reter a-benn non paz bezañ paket en un argad diouzh noz. An amiral japanat a gomprennas en oa kollet ha divizas chom hep aloubiñ Midway ha distreiñ en a-dreñv.

An darvoud-mañ a zo pouezus kennañ e barzh istor brezel ar Meurvor Habask: an dreistelezh japanat er Meurvor Habask a grogas da vont da get, war-dro c'hwec'h miz goude Pearl Harbor, evel ma oa bet rakwelet gant Yamamoto. Goude-se, kalz a dud o deus pizmiget war strategiezh Yamamoto, met hep derc'hel kont eus holl elfennoù an emgann. Met arabat ankounac'hat, marteze, ne vefe ket bet gounezet an emgann gant an Amerikaned ma ne vefen ket deuet a-benn da gomprenn kellaouennoù ar Japaned. Ma vefe bet an trec'h gant Yamamoto, an dra-se en ije sur awalc'h kemmet mont en dro ar brezel: ar Japaned o dije gellet astenn o tachenn war zu Hawaii, Haiti hag aodoù reter ar Stadoù-Unanet (gant netra evit o difenn!). An trec'h-mañ en ije, pe astennet padelezh ar brezel, pe, marteze met gant darvoudoù all en e dro, lakaet nerzhioù an Ahel da gaout an trec'h.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -