Elisedd
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Elisedd ap Gwylog (Elisetus e latin hag Ellis e saozneg), a zo bet ganet war-dro 725 ha marvet war-dro 755. Ne gaver ket kalz a dra en dielloù a-zivout Elisedd, a oa un diskennad eus Brochwel Ysgithrog. Aloubet en dije en-dro tiriad Powys goude ma oa bet aloubet gant ar Saozon. E c'hourvab, Cyngen ap Cadell a savas e koun anezhañ ur peul evel maen-koun nepell diouzh al lec'h m'emañ abati Valle Crucis krouet diwezhatoc'h. Ober a reer Peul Eliseg anezhañ, hogen ar meneg Eliseg a lenner war ar peul a rank bezañ ur fazi a-berzh bener an enskrivadur.
An enskrivadur latin war ar peul a zo bremañ diaes-kenañ da lenn, met evit doare e oa sklaeroc'h da vare Edward Lhuyd en adskrivas. Evel-henn emañ troidigezh al lodenn a denn ouzh Elisedd :
- + Concenn mab Catell, Catell mab Brochmail, Brochmail mab Eliseg, Eliseg mab Guoillauc.
- + Hag ar Concenn-mañ, gourvab Eliseg, a savas ar maen-mañ evit e gourdad-kozh Eliseg.
- + An hevelep Eliseg, a juntas kevret hêrezh Powys . . . er-maez galloud an Angled war-bouez e gleze ha dre an tan.
- + Nep piv bennak a adlavar ar pozioù, ra vennigo ene Eliseg.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Roll tierned Brycheiniog
- Brycheiniog
- Kembre