See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Droug an divskouarn - Wikipedia

Droug an divskouarn

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Fall eo an trouz evit hon divskouarn

Ur skouarn
Ur skouarn

Trouz zo e-barzh ar gevredigezh. 10% eus ar C’hallaoued o deus poan da glevout , ha muioc’h mui a dud a ya da welout ur medisin abalamour da se. E kêr evel war ar maez, e-barzh al labour evel er gêr, ne vez ket graet brav d’hon divskouarn. An trouz eo enebour kentañ ar yec’hed er bed a-vremañ, hervez Aozadur Bedel ar Yec’hed. Koll ar c’hleved a zo deuet da vezañ an droug kentañ gouzañvet gant ar c’horf. Dont a ra da bevare kaoz a gleñved e-barzh al labour. Hervez al lezenn eo anavezet an trouz evel un dañjer e-barzh al labour aboe 1963.

[kemmañ] Drailh

Dirak an trouz n’omp ket par. Rak kemm a ra an amzer tremenet e-kreiz an trouz hervez doareoù bevañ an dud.Hervez skuizhder ha kizidigezh an dud ivez n’en em zalc’ho ket atav daou zen er memes lec’h trouzus. Ne c’houzañv ket daou zen er memes doare e-kreiz ar memes trouz. Kentoc’h eget komz eus desibeloù hag eus nerzh an trouz, e kav gwelloc’h ar glevedoniourien komz eus penaos e vez santet nerzh an trouz . 37% eus ar re yaouank etre 15 ha 19 vloaz o deus poan da glevet. Sonvaleerien MP3 lakaet re greñv, c’hoarioù video a-bouez-penn, ha re bell amzer e-barzh ar ravoù, gant kement se e teu an drailh.

Hervez ar glaskerien, o deus ar re yaouank muioc'h-mui a boan da gompren an dud. Abalamour d'an akoufenoù, "titirinoù" pe trouzioù tasmantel. Etre 10 ha 15% eus ar C'hallaoued o deus bec'h gant-se. N'ouzont ket ken petra eo bevañ en didrouz, gant ar c'hwitelladennoù iskis, hegasus-se. Koulskoude, n'eo ket an holl dud zo displijet gant an akoufémoù. Gwelet e vezont gant pobloù 'zo, evel ar Sinais, e-giz arouezioù eus an Doueed. Ur boan nevez all, an hyperacousiezh, un dreistkizidigezh ouzh an trouz hag a lak pep trouz da vezañ poanius-kenañ.

[kemmañ] Pennadoù kar


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -